John Constable

John Constable
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Breizh-Veur, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Constable Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhConstable Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Mez 1776 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEast Bergholt Kemmañ
Deiziad ar marv31 Meu 1837 Kemmañ
Lec'h ar marvCharlotte Street, Londrez Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt John-at-Hampstead Kemmañ
TadGolding Constable Kemmañ
MammAnn Watts Kemmañ
PriedMaria Bicknell Kemmañ
BugelCharles Golding Constable, Lionel Bicknell Constable, Isabel Constable Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour, landscape painter, architectural draftsperson, visual artist, arzour Kemmañ
ImplijerSkol-veur Cambridge Kemmañ
Bet war ar studi eRoyal Academy of Arts, figure drawing Kemmañ
Lec'h labourLondrez, Dedham, Hampton, Lavenham Kemmañ
Oberenn heverkSalisbury Cathedral from the Meadows, Salisbury Cathedral from the Bishop's Grounds, Dedham Lock and Mill Kemmañ
Luskadrealism, Romantelezh Kemmañ
Ezel eusRoyal Academy of Arts Kemmañ
Darvoud-alc'hwezclaim for restitution of an artwork Kemmañ
Prizioù resevetRoyal Academician Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ

John Constable (saozneg R-U : /ˈkʌnstəbəl/ ; East Bergholt, Suffolk, 11 a viz Mezheven 1776London, 31 a viz Meurzh 1837) a oa ul livour saoz eus luskad ar Romantelezh.

Brud a c'hounezas gant e daolenn Dedham Vale ("Saonenn Dedham", 1802), a reveulzias an doare da lakaat dremmvroioù war al lien[1]. E-touez e oberennoù brudetañ emañ Wivenhoe Park (1816), The Hay Wain ("Ar c'harrad foenn", 1821) ha The Vale of Dedham (1828).

E Bro-C'hall muioc'h eget e Breizh-Veur e voe deuet-dreist e labour, ken e voe levezon bennañ arzourien an École de Barbizon adalek ar bloavezhioù 1820.

Buhez

E kêriadenn East Bergoholt, e traoñienn ar stêr Stour, e voe ganet John Constable, eil mab Golding Constable, marc'hadour gwinizh, hag e bried Ann Watts. Pinvidik e oa an tiegezh, pa berc'henne div vilin hag ur vag da gas edoù adalek aber ar Stour betek Londrez.

E 1783, pa oa oadet a seizh vloaz, e voe kaset J. Constable d'ur skol-lojañ e Lavenham er gwalarn da East Bergholt, ma ne chomas nemet e-pad berr amzer kent bezañ kaset d'ur skol-diavaezidi e Dedham (Essex) nepell diouzh ti e dud[2].

Goude echuet e studi e labouras gant e dad a oa mennet d'e lakaat e penn an embregerezh, met Abram, breur yaouankoc'h John, eo a voe rener ar milinoù[3].

D'ar mare-se e oa boas J. Constable da bourmen en e gorn-bro evit tresañ gweledvaoù. Tro en devoe da gejañ en Essex ouzh Sir George Beaumont, ul livour, un dastumer hag ur buruteller oberennoù arzel hag a lezas ar paotr yaouank da studiañ e zastumad taolennoù diwar zorn Mistri Gozh. Fromet-bras e voe Constable pa welas an oberenn Paysage avec Hagar et l'Ange gant Claude Lorrain (~1600-1682), bet livet e 1654[3].


Diwezhatoc'h e kejas ouzh al livour J. Th. Smith (1766-1833), e vroudas da genderc'hel gant al livouriezh hogen e zialias da vont da livour a-vicher e-lec'h adkemer embregerezh e dad. E 1799, daoust d'an ali-se, J. Constable a gendrec'has e dad d'e lezel da vont da arzour, hag ar marc'hadour a zeroas ur yalc'hadig d'e vab oadet a 22 vloaz.

Bloaz goude, e 1800, ec'h eas J. Constable da London da studiañ er Royal Academy Schools[4] m'en devoe kentelioù war an tresañ korf an den ha war an diskejadur ; eilañ oberennoù gant ar Vistri Gozh a raed ivez. Eno e voe levezonet gant labourioù Annibale Carracci (1560-1609), Pieter Pauwel Rubens (1577-1640), Jacob van Ruisdael (1628/1629-1642), Thomas Gainsborough (1727-1788) ha Claude Lorrain c'hoazh.

Er bloaz 1802 e nac'has ar garg a vestr war an tresañ er Great Marlow Military College e Buckinghamshire[5], peogwir e kave gwell mont da weledvaour a-vicher[6]. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet e oberennoù war ziskouez er Royal Academy. E miz Ebrel ar bloaz-se end-eeun, 1803, e savas e bourzh Coutts, ul lestr-kenwerzh d'an East India Company hag a skoe war-du Sina[7].

Emboltred (1806)

Ur wezh ma voe distro da Vreizh-Veur ec'h eas J. Constable e 1806 da redek bro e-pad daou viz e Lake District, e gwalarn Bro-Saoz. Goude-se en em voazas da chom e Londrez er goañv ha da vont en hañv da East Bergholt evit livañ.

E 1811 ec'h eas da welet John Fisher, arc'hdiagon Salisbury, Wiltshire, e mervent ar vro. Ker skoet e voe e galon gant an iliz-veur ha gweledvaoù an trowardroioù ma voe pouezus o levezon war e daolennoù kaerañ.

Diwar ziouer a arc'hant e troas war-du ar poltrediñ, a gave borodus ; meur a boltred brav a voe sinet gantañ avat. Klask a eure livañ skeudennoù relijiel ivez, hogen dic'houest en em gavas[8]. Moneiz a c'hounezas dre livañ tiez war ar maez : e 1816, ar major-jeneral Francis Slater Rebow a c'houlennas digantañ poltrediñ e hini e korn-bro Colchester, Wivenhoe Park[9].


Six-Footers

Maria Bicknell, Mrs John Constable (1816)

A-drugarez d'an arc'hant gounezet evel-se e c'hallas dimeziñ e 1816, d'e 40 vloaz, gant ur garantez a vugeliezh anvet Maria Elizabeth Bicknell (1787-1828). Koulz tu John ha hini Elizabeth a savas enep an dimez-se, evit abegoù arc'hantel pergen ha dre ma ne fizient ket er vicher livour ; goude marv e dud en devoe John 1/5 eus peadra e diegezh da hêrezh. E Su Bro-Saoz e reas an dud nevez o beaj priedelezh ; gant gwel ar mor e voe broudet an arzour da bleustriñ war deknikoù nevez : livioù flamm ha taolioù barr-livañ bividik, ha da glask livañ meurded an natur — an oabl hag ar mor, evel ma weler en daolenn Osmington Bay (1816)[10].

E 1816 ivez e livas John Constable, war-eeun war ar maez, e daolenn vras — 1,016 x 1,270 m — kentañ, Flatford Mill (Scene on a Navigable River)[11] ; biskoazh n'en devoa livet ker bras un oberenn dindan an amzer, ha biken ne reas unan vrasoc'h er-maez penn-da-benn. Mennet e oa da labourat war brasoc'h c'hoazh ur skeul, evit tostaat da zoare ar Vistri en devoa studiet. Ne voe ket gwerzhet Flatford Mill pa voe diskouezet er Royal Academy e 1817, met meulet e voe daoust d'he ment (pe an abeg dezhi), pezh a gadarnaas mennad an arzour.

Bevañ-bevaik diwar e labour a reas J. Constable betek ar bloaz 1819), pa werzhas e daolenn vras kentañ, The White Horse (1,314 x 1,883 m), d'an arc'hdiagon J. Fisher. Ar wezh kentañ e oa en e vuhez ma voe frank an arc'hant gant an arzour.

Pouezus-kenañ e voe The White Horse e red-micher J. Constable peogwir e voe degemeret da geneil ar Royal Academy a-drugarez d'an oberenn-se, a voe an hini gentañ en ur stirad c'hwec'h a voe lesanvet Six-Footers peogwir e oa c'hwec'h troatad o hirder (war-dro 1,83 m) ; ken talvoudus e oa e daolenn d'an arzour m'he adprenas digant J. Fisher e 1829, evit priz 1819, p'en em gavas hennezh sammet a zle  ; gant al livour e chomas e oberenn betek e dremenvan[12].

Ar stêr Stour eo dodenn ar Six-Footers ; e 1820 e voe an eil, Stratford Mill, heuliet gant The Hay Wain (1821 – 1,302 x 1,854 m), View on the Stour near Dedham (1822 – 1,295 x 1,880 m), The Lock (1824 – 1,422 x 1,200 m]) ha The Leaping Horse (1825 – 1,359 x 1,803 m). Skoazellet e voe J. Constable gant ment dibar e daolennoù evit dastum brud-vat e diskouezadegoù ar Royal Academy[13], ha dre-se e voe goulennet taolennoù digantañ, evel Malvern Hall e 1821, a oa bet ar c'hentañ gweledva en devoa livet dindan an amzer, e 1809.


Diwezh

Duet e voe berzh mat al livour pa grogas e wreg da ziskouez arouezioù an dorzhellegezh, ar pezh a lakaas an tiegezh da zilojañ e 1824 d'ar Su, da v-Brighton (East Sussex), evit klask an aer vor[14]. Gant ar c'hemm-se e paouezas J. Constable da livañ trowardroioù ar Stour, met kenderc'hel a eure gant Six-Footers, evel Chain Pier, Brighton (1826-27 – 1,270 x 1,829 m)[15].

Ne werzhas an arzour nemet 20 taolenn e Bro-Saoz en e vuhez, padal e werzhas muioc'h e Bro-C'hall en ur ober un nebeud bloaziadoù ; koulskoude e nac'he kuitaat Breizh-Veur da vrudañ e labour : « gwell eo din bezañ paour e Bro-Saoz eget bezañ pinvidik en estrenvro », a skrivas[8]. E 1825 avat e kollas ar marc'had gall goude ur broc'h gant John Arrowsmith, e werzher eno.

Goude ganedigezh o seizhvet bugel e miz Genver 1828 e tistroas an tiegezh da Londrez, ma varvas Maria Elizabeth Bicknell Constable d'an 23 a viz Du, oadet a 41 bloaz. Adalek an deiz-se e chomas J. Constable gwisket e du, hag a-hed an nemorant eus e vuhez e reas war-dro e vugale.

Berr amzer kent tremenvan M. E. Bicknell he devoa bet 20 000 £ da hêrezh goude marv he zad ; foeltret e voe ar sammad gant an intañv, pa lakaas engravañ 40 skeudenn eus e daolennoù, en teknik anvet "doare du". Ne voe ket kavet trawalc'h a brenerien d'an engravadurioù avat ; ur c'hwitadenn e voe[16]

E miz C'hwevrer 1829 e voe dilennet J. Constable er Royal Academy, d'an oad a 52 vloaz. Ne oa ket pareet diouzh koll e bried : glac'har hag anken al livour a santer en e bennoberennoù bras-divent diwezhañ, evel Hadleigh Castle (1829) tost da aber ar stêr Tavoez ha Salisbury Cathedral from the Meadows (1831). Er bloaz diwezhañ-mañ e voe anvet da bennsekretour ar Royal Academy.


D'ar mare-se e krogas da zistagañ prezegennoù er Royal Institution of Great Britain, un aozadur bet savet e 1799 evit broudañ ar c'helenn skiantoù hag o lakaat da dalvezout er vuhez pemdez, a-zivout Istor al livañ dremmvroioù ; eno e tisplegas e soñj : koulz skiantel ha barzhoniel eo livañ gweledvaoù, ne c'hall ket ijin an den aozañ pezhioù arzel a ve par d'an natur, hag n'eus deuet emzeskad ebet a-benn da vout ul livour brudet.

D'an 31 a viz Meurzh 1837 e varvas John Constable e-kerzh an noz, diwar un taol-kalon evit doare. Beziet e voe e bered iliz St John-at-Hampstead e London.

Levrlennadur

  • (en) Delphi Classics. Constable (levrel). Dastumad Masters of Art, levrel #17. Kavet : 29 Gwe 2023.
  • (en) Mayor, Alpheus Hyatt. Prints & People: A Social History of Printed Pictures. Princeton : Princeton University Press, 1980 (ISBN 978-0-691-00326-9)
  • (en) Parkinson, Ronald. John Constable: The Man and His Art. Birmingham : University of Birmingham Press, 1999 (ISBN 978-1-85177-243-8)
  • (en) Parris, Leslie & Fleming-Williams, Ian & Shields, Conal. Constable: Paintings, Watercolours & Drawings. London : Tate Gallery, 1976 (ISBN 978-0-905005-15-7)
  • (en) Reynolds, Graham. Constable's England. New York : Metropolitan Museum of Art, 1983 (ISBN 978-0-87099-335-0)
  • (en) Thorne, John E. John Constable's Skies: A Fusion of Art and Science. London : Victoria and Albert Museum, 1998 (ISBN 978-1-902459-02-8)
  • (en) Walker, John. John Constable. London : Thames and Hudson Ltd, 1979 (ISBN 978-0-500-09133-3)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) 'John Constable – an introduction, Victoria and Albert Museum. Kavet : 28 Gwe 2023.
  2. (en) Holmes, C. J. Constable. London : At the Sign of the Unicorn, 1901, p. ix. Kavet : 29 Gwe 2023.
  3. 3,0 ha3,1 Delphi Classics, op. cit. p. 15.
  4. (en) 'Royal Academy'. Kavet : 29 Gwe 2023.
  5. Ar Royal Military College e Sandhurst, Berkshire, hiziv.
  6. Thorne, op. cit., p. 96.
  7. Delphi Classics, op. cit. p. 429.
  8. 8,0 ha8,1 Walker, op. cit.
  9. Reynomds, p. 86.
  10. (en) 'Osmington Bay @ The Clark Museum. Kavet : 29 Gwe 2023.
  11. (en) Tate. Kavet : 29 Gwe 2023.
  12. (en) 'Immortalised Landscape of Constable Country @ Sotheby's. Kavet : 29 Gwe 2023.
  13. Parris & al., op. cit. pp. 193-194
  14. Reynolds, op. cit., p. 18
  15. (en) Tate. Kavet : 29 Gwe 2023.
  16. Mayor, op. cit. pp.455-460.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!