Clementia Pinel e oa anv he mamm, ur plac'h eus lez ar roue. N'ouzer netra diwar he fenn .[1]. N'eus nemet ur meneg eus anv mamm Janed, da vare marv ar briñsez, e Kronikl Tewkesbury ma vez graet anezhi "reginæ Clemenciæ" ('Rouanez Clementia').[1]
Hanter-c'hoar eta e oa Janed d'ar roue saoz Herri III ha da Janed Bro-Saoz, rouanez Bro-Skos (1210-1238).
Marteze e oa ganet a-raok da Yann dimeziñ d'e wreg kentañ e 1189, met n'haller ket bout sur abalamour d'an diouer a destenioù. Eus he bugaleaj n'ouzer tost netra.
E Bro-C'hall e tremenas Siwan he bugaleaj, war a greder; en 1203 pe 1204 e voe kaset ac'haleno gant Yann da Vro-Saoz, dre Normandi, evit he dimeziñ .
Kembre
Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, roue Gwynedd, e 1205.
Marteze ne oa ket 15 vloaz, un dra voutin en amzerioù-se. Un eured politikel e oa evel-just, da siellañ an emglev etre Llywelyn hag ar roue Yann e 1204. Galleg Nomandi a gomze Siwan, dre ma oa bet maget eno, ha honnezh eo a yezh al lezioù gall ha saoz. Moarvat ne ouie ket nemeur a saozneg, met kembraeg a zeskas goude dont da chom da rouantelezh Gwynedd.
Karantez
Karantez a vagas ouzh Caf Gwilym Brewys (William de Braose), aotrou NormanedRouantelezh Brycheiniog, e 1230. Kavet e voe Janed ha William en he c'hambr gant Llewelyn. Krouget e voe ar baron norman, ha bac'het priñsez Kembre gant Llywelyn ur pennad berr, rak pardoniñ a reas dezhi.
Hervez mojenn ar c'hornad eo dirak Garth Celyn, lez ar priñs, e voe savet ar groug e Abergwyngregin, met hervez ur vojenn all eo e Crogen, e-kichen Y Bala.
Gwladus Ddu († 1251). N'eur ket peursur e oa Janed a oa mamm Gwladus, met merc'h da Llywelyn e oa. Div wech e timezas Gwladus: da Reginald de Briouze da gentañ, da Ralph de Mortimer († 1246) da c'houde.
Susanna a voe kaset da ouestl da Vro-Saoz en 1228, met marteze n'eo ket Janed e oa he mamm.
Bugale all en doa Llywelyn Fawr. Krediñ a reer eo Tangwystl Goch an hini a oa mamm da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, breur henañ Dafydd, ha se zo kaoz ne voe ket ar bastard a renas.