Ur bastard (bastarded, besterd el liester), pe ul laeradenn ivez, zo un den ganet e-maez ar briedelezh. En istor ar sevenadur kristen, met a-raok ivez, e veze dismegañset ar vesterd, ha n'o doa ket kement a wirioù hag o breudeur ganet er briedelezh.
Bastarded e-touez ar briñsed
E lezioù zo, er Grennamzer evel en Azginivelezh, e veze savet bugale ar rouaned hag ar briñsed mesk-ha-mesk, daoust d'an Iliz, a gondaone an avoultriezh.
Kement-se zo gwir evit lez Frañsez II, dug Breizh, e Naoned, evel hini priñsed Italia, evel Medici Firenze, pe hini ar roue gall Loeiz XIV.
Pibien zo ivez hag o deus besterd.
Tud
Bastarded brudet zo bet, evel
Anv-tiegezh
Un anv-tiegezh eo ivez. Anaout a reer:
- Le Bastard, maer Roazhon
- Bastard, tad ha mab, kanerien er festoù-noz e kanton Kallag, e dibenn an XXvet kantved
Sterioù all
- Eus ul loen ha n'eo ket glan a ouenn e lavarer ivez ez eo bastard.
- Lizher bastard a reer eus ul lizher dizanv.
Lennegezh
Niverus eo ar vesterd el lennegezh.
- Bilzig zo lakaet da vastard, ha lavaret e vez eo bet beuzet e dad e stank ar vilin-avel.
- Le Bâtard de Mauléon, romant istorel gant Alexandre Dumas
- "Bastard", un danevell gant Erskine Caldwell
Gerioù deveret
- Bastardiñ
- Bastardiezh: stad ar bastard