Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

Irienn an 20 a viz Gouhere 1944 a-enep Adolf Hitler

Irienn an 20 a viz Gouere pe Irienn an 20 a viz Gouere 1944 a-enep Adolf Hitler pe c'hoazh Operation Walküre a voe darvoud pouezusañ ar stourm enepnazi alaman. Lodenn gentañ an irienn a voe ur gwalldaol dre vombezenn a-enep Hitler.

An Operation Walküre a oa er penn-kentañ ur raktres kemer ar galloud gant an arme en Alamagn, e ken kaz e vefe un emsavadeg. Soñjal a rae d'ar re a aozas an irienn e c'halljent profitañ eus ar gwalldaol evit tapout ar galloud. Lodenn gentañ an irienn a voe ur c'whitadenn. Ne voe ket lazhet Hitler gant ar vombezenn lakaet er Wolfsschanze (unan eus penngarterioù Hitler) gant ar c'horonal Claus von Stauffenberg. Izili an irienn a chomas da dortañ e-keit ha ma ne ouezent ket ha marv e oa Hitler pe get, padal e soñje da Stauffenberg e vije bet tu da gemer ar galloud memes m'en dije treuzvevet Hitler.

Liesseurt e oa an dud a gemeras perzh en irienn, ha darempredoù o doa gant Kelc'h Kreisau (aozet gant Helmuth James von Moltke). E-touez an 200 den a voe lazhet goude c'hwitadenn an irienn e oa ur Generalfeldmarschall (Erwin von Witzleben), 19 jeneral, 26 koronal, daou gannadour, seizh diplomat, ur ministr, tri sekretour-stad, penn-bras ar polis an torfedoù, ha meur a benn-bras all a renk uhel (Oberpräsidenten, Polizeipräsidenten ha Regierungpräsidenten).

An orin

Stauffenberg (er penn pellañ a-gleiz), Hitler ha Keitel e penngarter ar Führer d'ar 15 a viz Gouere 1944

Azalek 1938 e voe aozet ar stourm a-enep Hitler e-touez an ofiserien, peogwir ne savent ket a-du gant prientiñ ar brezel. Ouzhpenn da se e oa bet difredet ar jeneral Werner von Blomberg (ministr ar brezel) hag e oa bet reuz e penn-kentañ ar bloaz gant afer Werner von Fritsch. Met Hitler a felle dezhañ gwanaat renadur ar Wehrmacht ha kas war-raok prientiñ ar brezel a felle dezhañ ober. En nevez-amzer e roas ar general Ludwig Beck (hag eñ e penn pennoù-bras ar Wehrmacht) e zilez dre ma sante e oa kudenn ar Sudetoù o tont. Goulennet en doa displegadennoù digant Hitler a-zivout e bolitikerezh diavaez ha kaset e oa bet da sutal gant Hitler. Ur wech aet kuit Beck e c'halle Hitler lakaat amiraled ha jeneraled a-du gantañ e penn an arme.

Erwin von Witzleben, hag eñ komandant tiriad arme Berlin (Wehrkreis III), ha Walter von Brockdorff-Ahlefeldt, komandant gwarnizon Potsdam a venne en em zizober diouzh Hitler e miz Gwengolo 1938. Ur rann Panzer kaset gant ar Generaloberst Erich Hoepner a oa prest evit sikour anezho. Raktreset o doa un taol-arme hag ivez harzidigezh Hitler gant sikour penn penn-bras an armeoù, Franz Halder e anv. Evit a selle ouzh aozañ ar peurrest e tivizas ar major Hans Oster (ezel eus an Abwehr) kenlabourat gant Ernst von Weizsäcker, hag a oa sekretour-stad e ministrerezh an aferioù diavaez. Breur ur mignon dezhañ, ar mezeg Dr Theo Kordt, a oa kannad e Londrez ha karget da vont e darempred gant Lord Halifax (ministr breizhveuriat an aferioù diavaez). Met Neville Chamberlain (kentañ ministr Breizh-Veur) a zeuas da Vünchen e miz Gwengolo 1938. Eno ec'h asantas, asambles gant ar c'hannad gall hag an hini italian, dilezel ar Sudeted. Sed penaos e voe sinet emglevioù München. Ha war un dro e kollas al luskad enepnazi en Alamagn ar skoazell en doa en estrenvro.

Klask a rejont en-dro a-raok an hañv 1939. Gerhard Graf von Schwerin, (hag eñ e penn ar strollad Bro-Saoz/Amerika e penn uhelañ an arme) a voe kaset da Londrez ma kasas ar gemennadenn da-heul : « Kasit ur flodad da Danzig. Bountit URSS da skoulmañ un emglev-arme. N'eus neemt gourdrouz un eil talbenna c'hall lakaat Hitler da chom a-sav. » Ur c'hwitadenne voe, evel p'en doa klasket ar politikour Friedrich Goerdeler ur pennadig a-raok. Un taol-esae a voe ivez e miz Even 1942 : Solz a resevas urenta-kont kaset eus Londrez gant Adam von Trott. Met Anthony Eden hag a oa ministr breizhveuriat an aferioù diavaez a nac'has ar c'hinnigoù peogwir e kave dezhañ e oa an dud-se treitourien d'o bro ha ne stourment ket trawalc'h a-enep ar renadur nazi.

Meur a walldaol all a voe aozet, met c'hwitout a rejont bewech. D'an 21 a viz Meurzh 1943, Rudolf Christoph Freiherr von Gersdorff a glaskas lakaat ur vombezenn da darzhañ er Berliner Zeughaus (ur savadur istorel brudet e Unter den Linden) pa oa Hitler ennañ. Ha d'an 13 a viz Meurzh 1943 en doa klasket an ofiser Henning von Tresckow lazhañ Hitler ivez : roet en doa ur voutailhad Cointreau enni ur vombezenn da unan bennak a oa e karr-nij Hitler, met re yen e oa e toull ar c'harr-nij ha ne darzhas ket.

Ne savas ket diouzhtu Stauffenberg a-enep ar renadur nazi : e 1938 e kemeras perzh e stagerezh ar Sudetoù. Met azalek penn-kentañ 1939 e cheñchas mennozhioù hag e 1942 e oa prest da stourm a-enep da renadur Hitler. Tapet e oa Stauffenberg etre hengoun ar soudard a rank chom feal d'e vammvro hag e le da Hitler, hag e gredennoù : ne c'hell ket chom da arvestiñ ouzh an torfedoù a-vern hag ouzh al lazhadegoù hep ober tra ebet. Sed ar pezh a skrivas :

Poent eo ober un dra bennak. Evel-just e vo lakaet an neb a gredo ober un dra bennak da dreitour en istor Alamagn. Met ma tilez e vennozh, neuze e vo treitour e-keñver e gredennoù. Ne c'hallfen ket sellout war-eeun ouzh gwragez ha bugale ar re varv ma ne glaskfen ket ober kement tra a c'hallan da lakaat un termen d'un aberzh denel ken diboell.

E miz Gouere 1944 e klaskas Stauffenberg aozañ meur a wech ar gwalldaol, met rankout a reas daleañ anezhañ meur a wech ivez, dre ma vanke Göring pe Himmler.

An 20 a viz Gouere 1944

Abred diouzh ar mintin e kuitaas von Stauffenberg hag e eil-a-gamp an Oberleutnant Werner von Haeften Berlin da vont war-du ar Wolfsschanze, hag a oa penngarter Hitler e Rastenburg. Haeften a gase gantañ daou gargad danvez-tarzh « Plastit W » bet savet gant von Gersdorff.

Ar sal emvodoù goude an darzhadenn
Adolf Hitler ha Benito Mussolini ur pennadig goude ar gwalldaol

Ur pennadig goude bezañ en em gavet er Wolfsschanze e ouezas Stauffenberg e vije abretaet an emvod eus 30 munutenn peogwir en doa Hitler raktreset un un emgav gant Benito Mussolini goude kreisteiz. Ha ret e oa da Stauffenberg lakaat an tarzherioù hag ar munuterezhioù da vont en-dro. Stauffenberg a lavaras neuze da vevel Hitler e felle dezhañ cheñch roched. Mogn e oa, neuze e voe sikouret gant Haeften. Direnket e voe Stauffenberg pa zeuas ur serjant en e gambr, ha neuze e prientas ur c'hilo danvez-tarzh nemetken e-lec'h daou gilo. Ha neuze e reas ur fazi bras peogwir ne oa ket mailh war an danvezioù-tarzh : ne lakaas ket an eil kargad (a oa hep tarzher) er valizenn asambles gant ar c'hargad aozet evit tarzhañ. M'en dije lakaet an daou gargad asambles e vije aet en-dro gant nerzh an darzhadenn ar c'hargad ne oa ket prest, ha neuze e vije bet lazhet an holl dud er sal.

War zigarez ur bellgomzadenn e kuitaas Stauffenberg ar sal emvodoù. Ur pennadig a-raok an darzhadenn e vo lakaet ar valizenn dindan an daol derv gant ar c'horonal Heinz Brandt peogwir e oa direnket gantañ. Tarzhañ a reas ar vombezenn da 12e42. Pevar den, ar jeneral Rudolf Schmundt en o zouez, a voe gloazet da vat hag e varvjont ur pennadig goude en ospital. Met Hitler ne oa ket bet gloazet bet dost, war-bouez un nebeud bloñsoù ha diruskadurioù. Evel ma lavaras Adolf Heusinger goude, edo o komz gant Hitler eus stad an traoù e norzh URSS, ha setu perak e oant pell a-walc'h pa darzhas ar vombezenn. Sed perak ne voe ket efedus ar gwalldaol.

Lec'h dre vras m'edo an dud e barakenneg ar Wolfsschange pa c'hoarvezas ar gwalldaol enep Adolf Hitler d'an 20 a viz Gouere 1944, hervez ur brastres gant Gerd R. Ueberschar e 2004.
1. Adolf Hitler 2. Letanant-jeneral Adolf Heusinger 3. Jeneral Günther Korten 4. Koronal Heinz Brandt 5. Jeneral Karl Bodenschatz 6. Letanant-Koronal Heinz Waizenegger 7. Letanant-jeneral Rudolf Schmundt 8. Letanant-Koronal Heinrich Borgmann 9. Jeneral Walther Buhle 10. Isamiral Karl Jesko de Puttkamer 11. Berrskriver Heinrich Berger 12. Kabiten Z. S. Heinz Aßmann 13. Major Ernst John von Freyend 14. Major jeneral Walter Scherff 15. Isamiral Hans-Erich Voß 16. SS Hauptsturmführer Otto Günsche 17. Koronal Nicolaus von Below 18. Hermann Fegelein, penn ar strollad SS 19. Berrskriver Heinz Buchholz 20. Major Herbert Büchs 21. Rener maodierniezh Franz von Sonnleithner 22. Jeneral Walter Warlimont 23. Koronal-jeneral Alfred Jodl 24. Marichal Wilhelm Keitel

Klozadur

Maen-koun e straed Bendler (Berlin)

En irienn e oa ivez ar jeneral Ludwig Beck, ar jeneral Friedrich Olbricht, ar jenral rann -arme Henning von Tresckow, Paul von Hase, ar jeneral Carl-Heinrich von Stülpnagel, ar jeneral Helmuth Stieff, ar c'hont Wolf Heinrich von Helldorf (prefed-polis Berlin), Carl Goerdeler, Alfred Delp, al letanant-koronal Robert Bernardis, Carl Szokoll, ar c'hont Hans-Jürgen von Blumenthal, Adam von Trott zu Solz, Gottfried von Bismark hag ar briñsez Marie Vassiltchikov.

Erwin Rommel a oueze Günther von Kluge e vefe ur gwalldaol, hag e rankjont en em lazhañ. Erwin von Witzleben a voe krouget ur pennndig amzer goude e brosez renet gant Roland Freisler er Volksgerichtshof hag ar jeneral Erich Hoepner a voe krouget ivez d'an 8 a viz Even e toull-bac'h Plötzensee.

Levrlennadur

Un ofiser o tiskouez an dilhad gwisket gant Hitler da vare ar gwalldaol
  • Schenk, Claus. Graf von Stauffenberg. La biographie, Panthéon, 2007
  • Steinbach, Peter. Claus von Stauffenberg, un témoin au cœur de l'incendie, DRW, 2007
  • Von Boeselager, Philippe Freiherr. Nous voulions tuer Hitler : le dernier survivant du complot du 20 juillet 1944, Librairie Académique Perrin, 2008
  • Thiérot, Jean-Louis. Stauffenberg, Perrin, 2009
  • Hohne, Heinz. Canaris - La véritable histoire du chef des renseignements militaires du Troisième Reich, Balland, 1981. (p. 545-565).
  • Misch, Rochus. J'étais garde du corps de Hitler. 1940-1945., Le Livre de Poche, 2007 (p. 159-168).
  • Von Loringhoven, Bernd Freytag (gant François d'Alançon). Dans le bunker de Hitler, Perrin, 2005. (p. 41-69).
  • Picaper, Jean-Paul. "Opération Walkyrie", L'Archipel, 2009

Filmoù

  • 1951 : The Desert Fox: the Story of Rommel, film gant Henry Hathaway, SUA
  • 1955 : Es geschah am 20. Juli, film gant Georg Wilhelm Pabst, Alamagn
  • 1955 : Der 20. Juli, film gant Falk Harnack, Alamagn
  • 1967 : The Night of the Generals, film gant Anatole Litvak, Rouantelezh-Unanet/Frañs;
  • 1971 : Operation Walküre, film skinwel gant Franz Peter Wirth, Alamagn;
  • 1988 : War and Remembrance, rann 10, heuliad skinwel gant Dan Curtis diwar romant Herman Wouk, SUA
  • 2002 : Die Stunde der Offiziere, teulfilm ha faltazi, Alamagn
  • 2004 : Stauffenberg, film skinwel gant Jo Baier, Alamagn
  • 2008 : Valkyrie, film gant Bryan Singer, SUA/Almagn
  • 2008 : Operation Valkyrie: the Stauffenberg plot to kill Hitler, teulfilm video gant Jean-Pierre Isbouts, SUA

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9

Portal di Ensiklopedia Dunia

Kembali kehalaman sebelumnya