Benito Mussolini

Benito Mussolini
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Sokial Italia, Rouantelezh Italia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBenito Mussolini Kemmañ
Anv ganedigezhBenito Amilcare Andrea Mussolini Kemmañ
Anv-bihanBenito Kemmañ
Anv-familhMussolini Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Gou 1883 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPredappio Kemmañ
Deiziad ar marv28 Ebr 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvGiulino Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Killed byWalter Audisio Kemmañ
Lec'h douaridigezhMussolini Family Crypt, major cemetery of Milan Kemmañ
TadAlessandro Mussolini Kemmañ
MammRosa Maltoni Kemmañ
Breur pe c'hoarEdvige Mussolini, Arnaldo Mussolini Kemmañ
PriedRachele Mussolini, Ida Dalser Kemmañ
Kompagnun(ez)Ida Dalser, Margherita Sarfatti, Clara Petacci, Bianca Ceccato Kemmañ
KarGaleazzo Ciano di Cortellazzo, Alessandra Mussolini, Romano Floriani Mussolini Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, italianeg, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, kelenner, politiker, fascist Kemmañ
ImplijerAvanti! Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Lausanne Kemmañ
Titl sevendedduce Kemmañ
Lec'h annezPalazzo Venezia, Villa Torlonia Kemmañ
Lec'h labourMilano, Roma Kemmañ
Deroù ar prantad labour1902 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1945 Kemmañ
Strollad politikelRepublican Fascist Party, National Fascist Party, Italian Socialist Party, Fasci Italiani di Combattimento, Revolutionary Fascist Party Kemmañ
Liv an daoulagaddark brown Kemmañ
Liv ar blevdark brown hair Kemmañ
Grad milourelFirst marshal of the empire Kemmañ
Skour luItalian Air Force, Royal Italian Air Force, Voluntary Militia for National Security Kemmañ
Anvet diwarBenito Juárez Kemmañ
LuskadItalian nationalism, faskouriezh Kemmañ
Ezel eusGrand Council of Fascism, Accademia delle Arti del Disegno Kemmañ
Darvoud-alc'hwezMarch on Rome, Fall of the Fascist regime in Italy Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel ar Peoc'h Kemmañ
Deskrivet dreBenito Mussolini the Horseman Kemmañ
Roll elfennoùQ27443341 Kemmañ
Benito Mussolini
Mussolini e 1929 o prezegenniñ

Benito Amilcare Andrea Mussolini a zo bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia), ha marvet d'an 28 a viz Ebrel 1945 e Mezzegra, Como (Italia).

Politikour, kazetenner italian, krouer ar faskouriezh e voe ha penn ar strollad Partito Nazionale Fascista, PNF. Kentañ ministr Italia e voe etre miz Here 1922 betek miz Gouere 1943. Bez e voe ivez penn-stad ar Republik Sokial Italian (italianeg: Repubblica Sociale Italiana) adalek 1943 betek e varv.

Lesanvet Il Duce ("ar penn"), Mussolini a oa krouer ar faskouriezh. E 1912, Mussolini a oa bet unan eus pennoù bras ar renerezh vroadel eus ar Partito Socialista Italiano (PSI). Skarzhet e voe eus ar PSI evit bezañ bountet evit ma vefe kemeret perzh gant Italia er C'hentañ Brezel-bed, padal pennoù ar strollad a felle dezho ma chomfe neptu ar vro. Mussolini en devoa kemeret perzh er brezel el Lu roueel italian betek bezañ gloazet hag adkaset er gêr e 1917. Mussolini a oa savet a-enep ar PSI, troet e oa war-zu ar vroadelouriezh e-serr ar sokialouriezh ha goude-se en devoa savet al luskad faskour a oa enebet d'an ingalded ha da stourm ar c'hlasadoù, o tifenn ur "vroadelouriezh reveulzier" a-us d'an enebiezhoù klasadoù.

Goude ar valeadeg war Roma e miz Here 1922, Mussolini a oa deuet da vezañ ar c'hentañ ministr yaouankañ eus istor Italia betek ma vefe lakaet e plas Matteo Renzi e miz C'hwevrer 2014. Ur wech lammet an holl enebiezhoù politikel dre e polis kuzh ha lakaat maez lezenn an harzoù-labour, Mussolini hag e harperien o devoa kreñvaet o c'halloud dre un heuliad lezennoù a lakaas ar vro da vezañ un diktatouriezh unpennek. E-doug pemp bloaz, Mussolini en devoa lakaet e plas un diktatouriezh reut gnat ar c'hoant sevel un hollveliegezh. E 1929, Mussolini a sine feur-emglev Lateran gant ar Vatican, o lakaat un harz da zegadoù a vloavezhioù a stourm etre ar Stad italian hag ar pabelezh, o embann frankiz Keoded ar Vatikan.

Yaouankiz

Mussolini a zo ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia). E-pad ar marevezh faskour, Predappio a oa lesanvet "kêriadenn an Duce" ha Forlì "kêr an Duce", gant piric'hinerien o weladenniñ Predappio ha Forlì evit gwelet lec'h ganedigezh Mussolini. Tad Benito Mussolini, Alessandro Mussolini, a oa ur gov hag ur sokialour, ar vamm, Rosa (ganet Maltoni), a oa hi ur skolaerezh devot katolik. Awenet e oa bet an anv Benito a-ziwar c'hoant an tad awenet gant ar prezidant mec'hikan eus an tu kleiz Benito Juárez. E raganvioù all Andrea hag Amilcare a-ziwar ar sokialourien italian Andrea Costa hag Amilcare Cipriani. Benito a oa bugel henañ ar re Mussolini. Arnaldo hag Edvige a oa ar re all.

Pa oa paotrig, Mussolini a dremene e amzer o sikour e zad evel gov.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!