Anavezet ivez gant an anv Hironymus Savonarola, brudet eo evit e adreizhadurioù relijiel aozet a-enep spered an Azginivelezh. Aozañ a reas "keuneudeg ar fougeoù" e lec'h ma voe distrujet ur bern oberennoù arzel. Tagañ a reas kalz breinadurezh buhez an Iliz hag ar gloer. Diwar ar mennozhioù-se e weler anezhañ evel un diaraoger d'an adreizhadurioù protestant, goude ma chomas katolik roman a-hed e vuhez.
Bepred e vez lidoù en e enor e Firenze.
Yaouankiz
Abred kenañ, Savonarola a voe dedennet gant ar c'hudennoù hag ar prederioù relijiel en ur studiañ ar Bibl hag oberenn Aristoteles. Studiañ a reas e skol-veur Ferrare e-lec'h ma tapas un diplom diwar-benn an arzoù. Santout a c'heller endeo e savboentoù enepkloer e-barzh ur barzhoneg, anvet De Ruina Mundi, a skrivas pa oa 20 vloaz. An destenn a zo diwar-benn distrujañ ar bed. Er memes prantad, e tibabas mont war-zu ur vuhez speredel, hag e varzhoneg De Ruina Ecclesia (skrivet e 1475) a ziskouez an dismegañs en deus ouzh ar gloer roman. Termeniñ a ra ar rummad-mañ evel "ur c'hast lorc'hus ha gaouiat". E 1475, e teuas da vezañ dominikan ha mont a reas da vanati Sant Dominik e Bologna. Kregiñ a reas da studiañ an doueoniezh (skol-veur Bologna a oa unan eus ar re wellañ er mare-se), goude mont a reas da vanati Santez Maria-an-Aeled, ha diwezhatoc'h, e 1482 e voe kaset da Firenze gant e urzh menec'h. D'ar mare-se e veze rebechet da Savonarola nompas bezañ ur prezegenner hag ur c'homzer mat. Ar pezh a c'hellfe bezañ gwir peogwir ne'n em lakas ket war-wel a-rak ar bloavezhioù 1480. Ouzhpenn da-se n'eo ket bet remerket pa z'eas kuit eus ar ger italian evit distreiñ da Vologna. Aze e krogas da gelenn ha dont a reas da vezañ mestr war ar studioù. E 1490, Giovanni Pico della Mirandola a c'houlennas dezhañ distreiñ da Firenze, e lec'h ma Savonarola a deuas da vezañ e gofesour.
D'ar mare-se, kloer an Iliz katolik roman a zae war breinat, ha ne roe ket mui ar skouer vat d'an dud. Ar bapiezh oa direol ha treuzimplijet gant ur gloer a dremene e amzer da werzañ "induljañsoù" evit saveteiñ eneoù ar berc'herien. A-benn en em gwareziñ eus se, Savonarola a en em lakas da gostez eus ar bed en ur studiañ a-hed an amzer ar Bibl ha testennoù tadoù an Iliz. An testennoù-se zo deuet da vezañ ur skoed evitañ. E Firenze en iliz Sant Marco e vuhezas ur buhez diazezet war an drouk hag ar c'hastizoù (prantadoù bac'het barzh kambroù bihan ha diasun, un implij reoliek eus ar gouriz-reun). Met gant e sarmonoù e lañsas adreizhadurioù sokial dibar e istor ar gristeniezh. En desped d'ar fed ma Savonarola oa un den gouiziek war an doueoniezh, ne glaskas ket, evel Martin Luther pe Jean Calvin sevel un aozadur a-enep d'an Iliz. C'hoant en eus reneveziñ ha gwellat anezhi. Hervezañ eo ret d'ar gristenien ober war dro eus o vuhez en ur lakat enni muioc'h a vadelezh e lec'h treuzimplij barregezhioù mab-den gant palioù loc'hus. Enebién a reas ouzh ar bompad, buhezioù savet war ar brofid, breinadur ar re galloudus hag hini an Iliz, hag an dud disachet gant ar gloar.
Laurenzo Medici, brudet evit bezañ ur madoberour bras, oa bet o gwareziñ Savonarola e-pad ur prantadig. Met Savonarola a tage bepred ar familh Medici e-pad e sarmonioù. Laurent a enouestlas Fra Mariano evit, ur brezegener brudet, evit enebiñ ouzh ar manac'h. Met en desped d'ar fed ma Mariano oa barrek kennañ war tachenn ar c'homzoù hag ar gerioù, e dilezas e garg pa welas pegen efedus oa sarmonoù Savonarola. Un nebeut amzer goude, an doueoniour a diouganas donedigezh ur Cyrus nevez a dreuzfe Italia. Pa ar roue gall Charlez VIII erruas e Toscana e 1494, an darvoud-se a gardranas komzoù ar Savonarola.
Ar gouarnamant teokratel
Diskaret eo bet galloud ar familh Medici gant ar roue gall e 1494. Savonarola a zeas e darempred gant Charlez VIII a-benn kavout un emglev peoc'hus ha kuitas ma vefedistrujet ker Firenze. Ar ger italian he deus bet ar gwir da zibab o unan o sitem gouarnamantel. Savonarola a en em gav e-penn unan eus kerbennoù an Azginivelezh. Staliañ a reas ur republik demokratel savet war ur patrom arnevez awalc'h. He dermeniñ a ra evel ur "Republik kristen ha relijiel". Lakat a reas e plas lezennoù evel ur c'hastiz d'ar marv evit heulierien ar sodomiezh. Met klask adsevel a reas sistem an tailhoù en un doare reizhoc'h, difennet eo ar boureverezh, an uzurerezh, staliañ a reas ul lez-galv hag ur rouedad a-benn sikour ar re baour. Al lezennoù-se a levezono dreist-speredoù european e-pad un nebeut kantvedoù. Met Savonarola a en em gavas gant enebourien evel dug MilanoLudovico Sforza hag ar pab Aleksandr VI. Gant e destennoù skrivet a-enep ar familh Medici (rebechiñ a rae dezho bezañ breinet ha bevañ er pec'hed) e bountas annezidi Firenze d'he skarzañ e 1495. Adalek ar mare-mañ Savonarola oa deuet da vezañ penn nemetañ un diktatouriezh teokratel e lec'h ma, evel ma disklerias, Jezuz-Krist oa "roue pobl Firenze".
Savonarola a glaskas sterniañ ha kemer e karg yaouankiz ar ger italian. Ret e oa d'ar grennarded mont ha dont e-barzh Firenze, gwisket gant dilhadoù gwenn-kann ha lakat an annezidi da reiñ an aluzenn (rediet aliesoc'h aliesañ). E 1497 e savas, gant e ziskibien, "keuneudeg ar fougeoù". Implijout a reas yaouankiz Firenze evit ma zafe da gerc'hat e-barzh tiegzhioù an dud pep tra pe pep objed diskleriet direizh hag a c'helfe kas d'ar pec'hed: melezour, traetoù, skeudennoù diskleriet "fall" ha "direizh", toud al levrioù skrivet war dodennoù all eget ar relijion (kristen evel just), ar c'hoarioù, gwiskamantoù a-bep seurt, levrioù a varzhonegoù evel reoù Petrark pe Boccace. Ouzhpenn da se Savonarola a enkas pep oberenn arzel a c'helle: da skouer taolennoù Sandro Boticelli kollet da virviken(an arzour hag oa deuet da vezañ devot kennañ a gasas eñ e unan e oberennoù d'an tan).
Met buhan awalc'h, ker Firenze a zeas skuizh gant aferioù ha boazioù Savonarola. E-pad sarmon Yaou-Bask ar 4 a viz Mae1497, ur strollad tud yaouank a lañsas ur gabaduilh, ur gabaduilh hag a deuas da vezañ un emsav. Goude-se eo bet ad-digoret an tavarnioù hag al lec'hioù c'hoari, memes e lec'hioù foran.
Toull-bac'h ha kastiz d'ar marv
Eskumugnet eo bet Savonarola gant ar pab Aleksandr VI an 23 a viz Mae1497. Hag e 1498 ar pab a goulenn e vefe harzet ha kaset d'ar marv. Tamal a rae dezhañ bezañ un disivouderien, un diouganer, un dispac'her a-enep an Iliz ha d'ober fazioù ha da gemmañ ster an destennoù relijiel. Den ebet na c'hellas prouiñ e oa Savonarola un disivouderien, estreget ar fed ma Savonarola a disklerias e oa levezonet e gomzoù gant Doue. Daou manac'h voe lazhet evit bezañ bet o heuliañ hag o difenn komzoù Savonarola diwar-benn e varegezhioù da ziouganañ.
Toull-bac'het e voe e-pad 50 devezh. Er c'houlz-mañ e voe boureviet div wech: ur wech gant tud ker Firenze hag ur wech all gant un den kaset eus Roma. Gant ur c'horf gloazet hag an div-wrec'h torret e dezrevellas steradurioù ar psalmoù. Ur steradur hag a levezono diwezhatoc'h an adreizhadurioù dominikan e Bro-Spagn (hugent bloaz a-raok Luther) hag e Su-Amerika.
Ur wech erruet devezh ar c'hastiz d'ar marv en eus bet keuz da vezañ bet laret, e-pad ar boureverzeh, ne oa ket awenet gant Doue e-pad e ziouganoù. Diskleriañ a reas en oa c'hoant e vefe gouiet se gant an dud: laret en eus gevier abalamour d'an aon eus ar boureverezh. Goude-se e gomzas da Sylvestro ha Domenecio, an daou manac'h kondaonet d'ar marv gantañ. Lavar a reas dezho ne oa ket ret kaout aon eus ar marv pe bezañ trubuliet abalamour d'an doare da vervel, met ret eo asantiñ dibaboù Doue evito: "N'omp ket mestr war hor marvioù". Ha diskleriañ a reas ne vefe ket ret ober klemm pe dikleriañ e oant tud digablus, abalamour d'ar fed ma Jezuz-Krist, ur wech erruet war ar groaz, na reas ket.
Pa z'eont bet kaset er Palazzo de la Signoria, eo bet goulennet dezho gant dominikaned tennañ ar gwiskamantoù dominikan kuitas d'an urzh relijiel koll e enor. Met Savonarola a respontas dezho: "O reiñ deoc'h ne rin ket, met tu zo deoc'h o gemer". Goude-se ur c'hannad eus ar pab a deuas d'o lar e oan kondaonet evel disivouderien ha diforc'herien eus ar relijion ha dre-se skarzet eus an Iliz stourmer ha trec'h hag eus Iliz an Douar hag an Neñvoù. Savonarola a respontas e c'helfe o skarzañ eus an hini gentañ (an Iliz amzeriat) met ket eus an eil, rak warni mab-den n'eus mestroniñ ebet.Goude-se kannad ar pab a laras dezho e oant bet digabluset gant Aleksandr VI dre un induljañs peurvat profet dezho. Dre-se e erruint d'ar baradoz hep tremen dre kastizoù ar purgator.
Krouget ha devet war ur geuneudeg int bet war ar blasenn e lec'h ma oa bet savet "keneudeg ar fougeoù". Ar bourevien en ije laret da Savonarola "hiziv an neb a fele dezhañ deviñ ac'hanon a vez profet d'an tan". Niccolò Machiavelli viche deuet da welet marv Savonarola. Goude-se ar familh Medici a zistroas da gemer ar galloud e Firenze. Met memes goude e varv, Savonarola a dalc'has ul levezon kreñv awalc'h war ar ger italian. Da skouer Botticelli na livas ket muiñ a dud e noaz war e daolennoù. Ur blakenn a zo bet lakaet war leur ar Piazza della Signoria e Firenze evit diskouez pelec'h oa keuneudeg Savonarola. Hiziv an deiz an diouganer a zo azeulet c'hoazh gant ul lodenn bihan a annezidi eus Firenze.
Levrlennadur
Sermones Quadragesimales super Archam Noe. Venezia, Pietro de' Nicolini da Sabio per Francesco e Michele Tramezzino, 1536. Holl sarmonoù Savonarola zo bet biskrivet gant selaouerien'zo, hag embannet int bet gant ar breudeur Tramezines e Venezia.
Les Héros de la Foi gant Orlando Boyer embannadurioù VIDA.
Savoir mourir : les derniers jours de Savonarola, Ivan Illich, testenn lakaet e levr gant David Cayley goude tabutoù ha kaozadennoù gant Ivan Illich e 1996.
Life and Times of Girolamo Savonarola in IV volumes (1888) gant Pasquale Villari
Scourge and Fire: Savonarola and Renaissance Florence (2006) gant Lauro Martines, ISBN 0-224-07252-8
Savonarola and Florence (1970) gant Donald Weinstein
The Life of Girolamo Savonarola (1959) gant Roberto Ridolfi
The Meddlesome Friar (1957) gant Michael de la Bedoyere
The history of the popes, from the close of the Middle Ages : drawn from the secret archives of the Vatican and other original sources, 40 vols. (1891) gant Ludwig von Pastor. Selt e-barzh vol. V, 171ff., Corruption of the Italian Clergy of all Ranks, ha 181ff., Fra Girolama Savonarola.
Savonarola: his Contest with Paganism (1851) gant Orestes Brownson
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!