Republik Firenze (Repubblica fiorentina en italianeg) zo ur marevezh eus istor kêr Firenze en Italia, pa oa renet gant ur Republik. Echuiñ a reas pa voe anvet Alessandro de' Medici da zug .
Istor
Kumun Firenze
E 1115 e teuas kêr da vout ur gumun, goude marv ar varkizez Matilda Toskana.
E 1434 e teuas da vout un aotrouniezh etre daouarn Cosimo il Vecchio hag an tiegezh Medici, met chom a reas en o sav ensavadurioù ar gumun.
D'ar 16 a viz Mae 1527 e krogas an trede gouarnamant republikan, goude ar pennad bec'h bras a oa bet etre ar pab Klemañs VII hag an impalaer santelKarl V, ken ec'h eas ar soudarded alaman da lakaat Roma en arigrap e 1527.
Neuze e kredas pobl Firenze e oa erru ar poent da gas an tiegezh Medici kuit eus ar vro, ha da adsevel ar Republik. Sevel a reas ar gouarnamant nevez a-du gant ar C'hallaoued en o brezel a-enep Kevre Cognac. Siwazh da dud Firenze e voe trec'het an armeoù gall e Seziz Naplez (1528) hag en emgann Landriano en 1529, ma rankas ar roue gall Frañsez Iañ sinañ peoc'h Cambrai gant an impalaer.
Pan eas ar pab ha Republik Venezia da sinañ ar peoc'h ivez gant an impalaer en em gavas Firenze gwall hec'h-unan. Ha setu Karl V, evit plijout d'ar pab Medici, da c'hourc'hemenn d'e arme da gemer Firenze, da adlakaat ur Medici e penn, unan eus kerentiezh ar pab eta.