Kêr-benn Republik Iwerzhon eo Dulenn (iwerzhoneg Baile Átha Cliath ; saozneg Dublin ). Kêr vrasañ an enez eo ivez (554 000 annezad er gêr). Gant he zrowardroioù ez eus ouzhpenn 1 200 000 a dud o vevañ enni.
Emañ-hi a-hed ar stêr Life , war aod reter ar vro. Diazezet e oa gant ar Ouezeled er 7vet kantved. En em staliañ a rejont ar Vikinged eno er IXvet kantved. E 1922 e teuas da vezañ kêr-benn Stad Dieub Iwerzhon .
Etimologiezh
Meneget e oa gant Ptoleme ul lec'h Eblana e anv tro-dro 140 goude JK.
Anat eo ar ger e brezhoneg : du-lenn da lâret eo lenn zu. Dont a ra eus ar gouezeleg dubh ha lind .
Demografiezh
Hervez niveradeg 2016 e oa 553 165 annezad e kêr Dulenn er bloazh-se, 1 270 603 annezad a oa e kontelezh Dulenn rannet e pevar takad melestradurel : kêr Dulenn, Dulenn Su , Fingal ha Dún Laoghaire-Rathdown , ha 1 804 156 annezad e rannvro Dulenn Meur .
Armerzh
Labouradeg kozh Guinness zo deuet da vezañ ur mirdi ramzel war istor ar merk.
Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e oa Iwerzhon lesanvet an Tigr keltiek abalamour d'he c'hresk armerzhel bras. Hiziv emañ staliet eno sezioù pe da nebeutañ bonioù gwezhiadel kalz embregerezhioù amerikan evel Microsoft , Google , Facebook , Amazon , eBay , PayPal , Yahoo! , Twitter , Accenture ha Pfizer .
Tizhet e oa he feur dilabour izelañ gant Dulenn en eil kard eus ar bloavezh 2018, gant 5.7% hervez an Dublin Economic Monitor[1] , [2] .
Sport
Croke Park , trede stad brasañ Europa, sez ar Gevredigezh atletek gouezelek.
Unan eus stadoù brasañ Europa eo Croke Park . Eno e vez aozet krogadoù ar sportoù gouezelek evel an hurling hag ar mell-droad ouezelek , sport muiañ-karet an Iwerzhoniz. Degemer a ra ivez krogadoù etrebroadel rugbi ha sonadegoù evel re U2 ha Robbie Williams . Stad Lansdowne Road a zegemer krogadoù mell-droad ha rugbi.
Tachennoù zo e trowardrioù ar gêr evit ar redadegoù levrini , e Shelbourne Park da skouer, hag evit ar redadegoù kezeg , evel e Leopardstown. Kalz stadoù all a zo evit ar basket-ball , an handball gouezelek , an hoke war leton hag an atleterezh .
D'an 11 a viz Gouere 1998 e oa bet dalc'het rakredadeg Tro Bro-C'hall 1998 e Dulenn (a-benn d'an eur) ; aet e oa bet ar maout gant Chris Boardman (Bro-Saoz ).
Kêr-benn Europa ar sport a oa Dulenn e 2010.
Tud brudet
Tud bet ganet eno
Tud bet marvet eno
Gevellerezh
Skoulmet e vez ivez liammoù mignoniezh gant kêrioù all :
Skeudennoù
Dulenn - Baile Átha Cliath - Dublin
Commons
Daveoù ha notennoù