O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
maer
kargHonorific prefix | Mayor |
---|
A dalv evit tiriad | kêr |
---|
Ur maer pe ur vaerez zo un den hag a ren korf ur gouarnamant lec'hel evel ur gêr.
Anvioù
Maire eo er Stad C'hall, Bourgmestre e Belgia, alcalde er Stad spagnol, Mayor er Rouantelezh Unanet, Bürgermeister en Alamagn, h.a.
E Bro C'hall
Ur maer zo e pep kumun, hervez al lezenn, dilennet gant ar c'huzul-kêr. Gant ar maer emañ ar galloud seveniñ er gumun. Kemmet eo bet an doareoù d'e zilenn pe d'e envel a-hed an amzerioù, evel an doare da envel ar guzulierien, a gemm o niver hervez pegement a dud zo enni.
Bep 6 vloaz e vez anvet ar maer war-lerc'h un dilennadeg da envel ur c'huzul-kêr nevez. Dilennet e vez ar maer gant ar c'huzul-kêr (dre vras penn-listenn al listenn bet gounezet ganti an dilennadegoù).
Personel eo galloud ar maer: galloud a ra reiñ e zilez, bezañ torret eus e garg, ha neuze e vez anvet unan all gant ar guzulierien. N'eus nemet ma vez re a guzulierien o reiñ o dilez eo e vez ret ober un dilennadeg all.
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
Notennoù