A-hervez e voe kaoz eus e zimeziñ d'ur plac'h eus an tiegezh Forcioli.
Ur yeontr avat, an Arc'hdiagonLuciano Buonaparte (8 a viz Genver 1718 - 16 a viz here 1791) en broudas da zimeziñ da Maria Letizia Ramolino a zegasas en argouroù kement ha 7.000 lur genovat.
Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, ha 13 bugel a voe:
Kuitaat Korsika a reas un tamm war-lerc'h e eured evit mont d'ober e studi war ar gwir da b-Pisa ha da Roma, en amzer ar pab Klemañs XIII. N'ouzer ket perak e kuitaas Roma d'an 31 a viz Eost1765 ha distreiñ d'ar vro, da lakaat e anv e skol-veur Corte, nevez-savet gant Pasquale Paoli. Goude bout loreet e voe implijet evel sekretour personel gant Pasquale Paoli, adal 1767.
E 1768 e voe kinniget Korsika gant Republik Genova da Loeiz XV (Bro-C'hall) evel gwarant d'un dle graet ganti pa voe kaset soudarded c'hall da Gorsika da reiñ skoaz da soudarded Genova da stourm ouzh Korsikiz emsavet, abaoe 1729.
War-lerc'h ar feur-emglev etre Genova ha roue Bro-C'hall, sinet e Versailhez d'ar 15 a viz Mae, e stagas an arme c'hall gant al labour, a oa kemer an enez dre nerzh.
Kalz a Gorsed a gave e oa un dismegañs ar feur-emglev, ha sevel a reas Carlo da gomz a-enep an aloubadeg c'hall e miz Mae 1768, pa c'halvas ar yaouankiz da douiñ "Vincere o Morire" (trec'hiñ pe mervel).
E miz Here e kemeras perzh en emgann Borgo, ma voe trec'het ar C'hallaoued, hag e miz Ebrel 1769, edo ivez en emgann Ponte Novu ma voe faezhet ar milisoù kors gant arme ar roue gall Loeiz XV. Ur pennadig goude, e miz Mae, gant ur gannadiezh eus tiegezhioù kors, ez eas da gaout kont Vaux, da g-Corte, da varc'hata.
Donet a reas a benn da gaout meur a garg politikel, hag e 1778 e voe anvet da zileuriad Korsika e lez Loeiz XVI a Vro-C'hall e Versailhez, ur garg a chomas gantañ meur a vloaz.
E 1784 e voe diskred warnañ da vezañ graet un tamm trafikerezh, hag e miz C'hwevrer 1785 e varvas e Montpellier gant ar c'hrign-bev e poull e galon. Chom a rae e intañvez gant eizh bugel da vagañ.