Poltred Caroline Murat hag he merc'h e 1807, livet gant Élisabeth-Louise Vigée-Le BrunMaria Annunziata Carolina Buonaparte, pe Caroline Murat, en dilhad ur goueriadez napolitan, poltredet gant Giuseppe Cammarano, 1813.
E 1793 ez eas an tiegezh da chom da Vro-C'hall e-pad an Dispac'h gall.
Eno ez eas e karantez ouzh Joachim Murat, ur jeneral d'he breur, ha lidet e voe an eured d'an 20 a viz Genver1800. Ur plac'h yaouank 17 vloaz e oa Maria Annunziata Carolina, gallekaet e Caroline, en amzer-se. Da gentañ ne fellas ket d'ar breur bras Napoleone o lezel da zimeziñ, met a-benn ar fin e voe kendrec'het gant e wreg Joséphine.
Caroline a oa bet er skol e St. Germaine diazezet gant Jeanne Campan. Ganti e oa Hortense, merc'h Josephine ha pried breur Caroline, Luigi, pe Louis.
He bugale
Pevar bugel o devoa Maria Annunziata Carolina ha Joachim :