Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E miz Mezheven 1775 e voe boulc'het hag e 1783 ec'h echuas, pa rankas Breizh-Veur anzav e oa bet trec'het hag asantiñ da dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet gant Emglev Pariz (1783).
Ar brezel a oa bet awenet evit an darn dre ar c'hoant gant poblañsoù an trevadennoù da dalañ ouzh tailhoù nevez hag uhel a oa bet votet gant Parlamant ar rouantelezh. An emsaverien chomet hep bezañ selaouet a grogas gant boycott.