Komz a reer eus trevadennoù hellazat ha roman en Henamzer. E latin e veze lavaret colōnia eus trevadennoù , ur ger a deu eus colōnus, hag a dalvez trevadenner ha labourer-douar. An anv a gaver en hini kêr Köln. Beograd ha York a oa ivez trevadennoù roman.
Sede anvioù un nebeud trevadennoù all en Henamzer:
Goude dizoloet Amerika gant Kristof Kolomb e 1492 e krogas Spagn da sevel un impalaeriezh trevadennel, ha heuliet e voe he skouer gant Portugal, Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Bro-C'hall avat a voe bountet e-maez Kanada gant ar Saozon, evel ma voe bountet Spagn e-maez Florida.
XIXvet kantved
Peurdrevadennet e voe Afrika gant broioù Europa, Gallaoued ha Saozon dreist-holl. Alamaned a deuas ivez goude savidigezh Impalaeriezh Alamagn, hag Italianed goude krouidigezh Rouantelezh Italia.