Plac'h a gompagnunezh ar rouanez Catalina de Aragón e voe, hag e 1526 e krogas ar roue da redek war he lerc'h. Nac'h a reas Anne reiñ e c'hoant d'ar roue keit ha ma ne vije ket nullet e eured. O vezañ ma ne seblante ket ar pabKlemez VII bout troet da reiñ e asant e savas bec'h etre an Iliz katolik hag ar roue.
E 1532 e voe lardet Anne gant ar roue. E kuzh e voent dimezet e miz Genver 1533. Evit divastardiñ ar bugel darev da vezañ ganet e voe disklêriet gant Thomas Cranmer e oa o dimeziñ hervez al lezenn. E miz Gwengolo 1533 e c'hanas Anne ur verc'h, a voe ar rouanez Elesbed Iañ. Met mab ebet n'he doe. Fuloret e oa ar roue. Tamall a reas dezhi bout avoultr ha treitourez, daoust ma oa diwirheñvel.
Dibennet e voe ar rouanez Anne war c'hourc'hemenn ar roue.
Williams, Neville. Henry VIII and His Court (1971).
Levrlennadur all
Anne Boleyn, a Music Book, and the Northern Renaissance Courts: Music Manuscript 1070 of the Royal College of Music, London." Ph.D., Musicology, University of Maryland, 1997. ISBN 0-591-46653-8.
The Challenge of Anne Boleyn by Hester W. Chapman (1974).