An ArmaLite Rifle 10, anvet peurliesañ AR-10, zo ur fuzuilh-arsailh damaotomatek hag aotomatek kambret e 7,62 × 51 mm[1] hag ijinet gant Eugene M. Stoner er bloavezhioù 1950 evit an embregerezh stadunanat ArmaLite. Daoust d'an niver izel produet (nebeutoc'h evit 10.000 skouerenn) he deus levezonet an AR-10 kalz fuzuilhoù-arsailh a-vremañ abalamour d'he danvez ha d'he stumm. Familh an armoù doare AR-15 implijet er bed a-bezh hiziv-an-deiz zo awenet gant an AR-10.
Istor ha stummoù
Deroù Stoner e ArmaLite
E 1952 e oa bet savet ur fuzuilh-vorailh anvet ParaSniper gant an ijinourien stadunanat Georges Sullivan ha Charles Dorchester. Graet e oa he lamm e plastik hag he c'hanol en aluminiom, a oa danvezioù nevez evit an armoù d'ar poent-se. E 1954 e voe prenet o embregerezhig gant ar strollad Fairchild hag adanvet e voe ArmaLite. Er memes bloavezh e kejas Georges Sullivan gant Eugene Stoner en ur stand-tennañ e Kalifornia[2]. Stoner, bet armeurer evit ar 1st Marine Division da vare emgannoù ar Meurvor Habask, en doa savet pimpatromoù armoù, en o zouez ur fuzuilh damaotomatek kambret e .30-06 Springfield anvet M5 e 1952.
Stoner a grogas da labourat evit ArmaLite. E fuzuilh M5 a gemmas en ur zegas dezhi soñjoù implijet er ParaSniper : ur c'hanol aluminiom hag ul lamm e neud gwer, met kambret e .308 Winchester. Gwerzhet e voe gant ArmaLite dindan an anv AR-3.
Ar raktres X01
Er memes koulz e laboure Stoner war ur raktres fuzuilh-arsailh nevez. Abaoe 1945 e klaske an US Army dre ar program Lightweight Rifle Program pourvezañ e soudarded gant ur arm damaotomatek nevez skañvoc'h evit seizh lur a bouez (3,18 kg). Stoner a savas stumm kentañ an AR-10 oc'h adimplijout gwikefre kulasenn ar vindrailherez skañv Johnson M1941 bet gwelet gantañ er brezel, ha sistem amprest gazoù ar fuzuilh gall MAS 49. X01 e voe anvet an arm nevez. Kambret e oa e .30-06 Springfield.[2]
E 1955 e kinnigas ar stumm X02, kambret e 7,62 × 51 mm, ar c'halibr a oa bet dibabet e 1954 evit armoù-skoaz an AFNA. Ur fust e plastek a oa dezhi, hag ur golo-fiñv war ar gulasenn evit gwareziñ anezhi. Ul lunedenn a oa montet dre ziouer war an arm peogwir e soñje da Stoner e oa tonket ar c'houchoù hengounel da vont da get.
E 1956 e voe kinniget an X03, ur stumm nevez dezhañ ur voestad-kulasenn en aluminiom penn-da-benn. N'en doa ket lunedenn ebet ken met ur c'houch adarre. Un dornell a oa savet warnañ evit aesaat e zougen. Ur c'huzh-tan a oa e beg e ganol evit gwellaat ar mestroniañ eus an arm da vare an tennañ. Anvet e voe ar pimpatrom AR-10 A. An US Army a blijas dezhi ar fuzuilh nevez. Un nebeud cheñchamantoù (stanker-kulasenn hag ibiloù da c'hellet distagañ aes an arm e div lodenn) a voe degaset war ar stumm AR-10 B.[2]
Amprouennoù evit an US Army
An AR-10 B a oa da vezañ amprouet a-raok bezañ degemeret gant an arme en ur mod ofisiel. Siwazh evit ArmaLite e oa karget ar Springfield Armory eus an amprouennoù. Ar Springfield Armory en doa savet dija pimpatrom ar fuzuilh M14 evit an arme hag uhelaat a reas standardoù an amprouennoù evit an AR-10 nemetken pa gomprenas e oa evit o fuzuilh e-keñver kaier-kargoù an arme. Nac'hañ a reas neuze Springfield Armory e vije degemeret an AR-10 gant an arme diwar abegoù douetus.
E miz Gouere 1957 e voe sinet ur gevrat etre ArmaLite hag an embregerezh-stad Artillerie-Inrichtigen (Izelvroioù) evit produiñ an AR-10 a-rummadoù, peogwir ne oa ket bras a-walc'h an embregerezh stadunanat evit en ober e-unan. E miz Genver 1958 e voe savet ar skouerenn gentañ eno, evit arme Portugal dreist-holl.[2]
Fin ar produiñ
E 1959 e voe gwerzhet gwirioù an AR-10 d'an embregerezh Colt. Produiñ an arm en Izelvroioù a chomas a-sav e 1961 evit abegoù politikerezh etrebroadel. An AR-15 a voe awenet gant an AR-10 ha gwerzhet kalz gwelloc'h evitañ, abalamour e teuas da vezañ arm standart an US Army dindan an anv M16. War-dro 10.000 skouerenn eus an AR-10 a voe produet hepken.[1]
Implijerien
Kuba : ur c'hant AR-10 bennak a voe urzhiet gant an diktatour Batista. Degemeret e voent e Kuba gant Fidel Castro ur wech trec'het Batista hepken.
Italia : war-dro tri-ugent AR-10 izelvroat a voe pourvezet da nerzhioù ispisial ar vro e 1961.
Portugal : arme, dindan an anv M961. Ar braz eus an AR-10 produet a voe evit ar vro-se. Implijet e voe da skouer gant ar Caçadores Paraquedistas (harzlammerien) da vare brezelioù-didrevadenniñ diktatouriezh Salazar en Angola hag e Mozambik. E 1960 e verzhas an Izelvroioù produiñ fuzuilhoù AR-10 evit arme Portugal abalamour e save Izelvroiz a-enep d'ar brezelioù kaset gant Salazar.[2]
An AR-10 a voe amprouet e kalz broioù european all evel e Frañs (1956-1957) pe en Alamagn. Daoust d'e ferzhioù mat ne voe ket dibabet evit an armeoù abalamour d'he friz, teir gwech uheloc'h evit hini an HK G3 da skouer.
Levrlennadur
(en) PUTNAM EVANS Joseph, The ArmaLite AR-10 World's Finest Battle Rifle, Collector Grade Publications, 2016, 416 p.
Daveennoù
↑ 1,0 ha1,1(en)AR-10 war MachineGunAmericaOrlando.com, lennet d'ar 26/05/2024