Yann II oc'h adoubañ marc'heien , enlivadur eus ar XIVvet pe ar XVvet kantved, BNF
Yann II , roue Bro-C'hall , lesanvet Yann ar roue mat , a oa ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1319 e kastell roudour Maulny (Le Mans ) ha marvet e Londrez d'an 8 a viz Ebrel 1364 . Mab Fulub VI ha Janed Bourgogn e oa, ha roue Bro-C'hall e voe etre 1350 ha 1364 .
Sakret e voe war un dro gant e eil gwreg, Janed Auvergne , e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo 1350 .
Marc'heg kalonek e oa ar roue Yann II hogen politikour dister e oa ivez. Hejet e voe e ren gant diaestaerioù arc'hanterezh bras, gant iriennoù Charlez an Drouk , roue Navarra ha gant enkadenn an Stadoù Meur (renet gant Étienne Marcel ). Ar Saozon a reas o mad eus kement-se, ha gant Edouarzh III hag e vab ar Priñs Du e voe aozet un ergerzhadenn e Lengadoc hag e Gwaskogn e 1355 .
Dimezioù ha bugale
E 1332, da 13 vloaz, e voe dimezet da Bonne de Luxembourg e Melun . Unnek bugel o doe :
Blanche (1336-1336), marvet en-bugelig ;
Charles V (1337-1380), roue Bro-C'hall etre 1364 ha 1380, bugale dezhañ;
Catherine (1338-1338), marvet en-bugelig ;
Loeiz (1339-1384) dug Anjev dimezet da Marie de Blois-Châtillon (1345-1404), ha bugale o doe ;
Jean (1340-1416) dug Berry , dimezet en 1360 da Jeanne d'Armagnac (?-1387), ha bugale o doe ;
Fulup II Bourgogn (1342-1404) dug Bourgogn dimezet en 1369 Marguerite III de Flandre (1350-1405), ha bugale o doe ;
Janed (1343-1373) dimezet en 1352 Charlez an Drouk , roue Navarra (1332-1387), ha bugale o doe ;
Marie (1344-1404) dimezet Robert Iañ (1344-1411), dug Bar , ha bugale o doe ;
Agnès de Valois (1345-1349), marvet en-bugelig ;
Marguerite (1347-1352), marvet en-bugelig ;
Isabelle (1348-1372) dimezet da Gian Galeazzo Visconti (1351-1402) dug Milano , tri bugel dezho ha Valentina Visconti en o zouez.
Mervel a reas e wreg Bonne gant ar vosenn, e miz Gwengolo 1349 en abati Maubuisson .
Addimeziñ a reas Yann II e miz C'hwevrer 1350 e Kastell Sainte-Gemme (Yvelines) , e Feucherolles , da Jeanne d'Auvergne (1326-1361), merc'h da Guillaume XII kont Auvergne, intañvez Fulup Bourgogn (1323-1346) .
Gant Janed en doe tri bugel, marvet kenkent ha ganet :
Blanche (1350-1350) ;
Catherine (1352-1352) ;
un fils (1354-1354).
Hervez ar c'hronikour saoz Thomas de Walsingham en dije bet ur mab bastard[ 1] :
Notennoù
↑ Gwelout Patrick Van Kerrebrouck, "Les Valois" - 1990.