Dindan ren Edouarzh III e voe astennet beli ar roue war douaroù ledanoc'h, goude brezelioù a-enep Bro-Skos ha Bro-C'hall.
Mab e oa da Edouarzh II ha d'ar rouanez Izabel Bro-C'hall ; abalamour da se e vennas Edouarzh kaout kurunenn Bro-C'hall. E Bro-C'hall avat e voe respontet dezhañ ne c'halle ket rak, abalamour d'al lezenn war an hêrezh er vro-se, ne c'halle ket ar rouanez Izabel kaout ar rouantelezh en hêrezh. Kement-se a voe kaoz d'ar Brezel Kant Vloaz.
Dimeziñ a reas Edouarzh III gant Filipa Hainaut ha 12 bugel o devoe. Heligentañ a voe etre daou anezho da c'houzout piv a yafe war an tron. Ha diwar-se e c'hoarvezas Brezel an Div Rozenn.