Yann-Vari Apriwal, pe ar breur Constantius (Plougin, 1añ Eost 1842 - Kemper, 1906) a oa mestr-skol gant urzh frered Sant Yann Vadezour ar Sal.
Skol a reas e meur a lec'h e Bro Gwened (e Gwened, e Muzilheg, e Kistreberzh, en Oriant) hag e Plougerne. Anvet e voe da rener-skol e 1880 ha labourat a reas lerc'h-ouzh-lerc'h en Oriant, e Konk-Kerne hag e Landivizio. Eno e labouras da sevel Kenteliou brezounek, da gelenn galleg dre ar brezhoneg, ha skridoù all ivez.
Mervel a reas e Kemper e deroù 1906, d'an 19 a viz Genver[1] pe d'an 23 a viz C'hwevrer[2].
Levrioù
- Kenteliou brezounek da drei e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre de l'élève, graet evit ar vugale, embannet e 1899 gant Arsène de Kerangal e Kemper.
- Kenteliou brezounek troet e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre du maître, graet evit ar vistri-skol, embannet e 1900 e ti Lafolye e Gwened.
- An teir c'had hag ar Mevel laer, pezh-c'hoari, moullerezh Sant Gwilherm, Sant-Brieg, 1908
- Trubuilhou an aotrou Gargam, pezh-c'hoari, moullerezh Sant Gwilherm, Sant-Brieg, 1909
Notennoù