Ur yezh finnek-ougrek eo ar voteg komzet gant nebeutoc'h eget 20 den kozh (2005) e div gêriadenn vihan eus Ingria (Krakolye ha Luzhitsy) e bann Kingisepp e Rusia. Tost-tre eo ouzh estoneg.
War zigresk ez ae ar yezh er XIXvet kantved dija dindan wask ar rusianeg - na oa nemet 1 000 komzer goude ar Brezel-bed Kentañ - met buanoc'h ez eas e ziskar dindan ren an Unvaniezh Soviedel pa zigreskas poblañs ar Voted a 90% etre 1926 ha 1959. Meur a rannyezh a oa :
- Kornôg
- Reter
- Kukkusi
- Kreevin (e Latvia)
Aet eo rannyezh Kreevin da get en XIXvet kantved hag hini ar reter er bloavezhioù 1960.
Doare skrivañ
N'he deus ar voteg doare-skrivañ ofisiel ebet, met bez' ez eus meur a zoare-skrivañ nann-ofisiel. Reoù 'zo a implij al lizherenneg kirillek, tra ma ra reoù arall gant ul lizherenneg latin heñvel a-walc'h ouzh re ar yezhoù baltek-finnek arall.
Gwelet ivez
Liammoù diavaez