Velsen (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. A bep tu eus Kanol Mor an Hanternoz emañ. 63,03 km² eo gorread Velsen (douar : 44,71 km², dour : 18,32 km²). D'an 31 a viz Mae2009 e oa 67 567 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Velsen :
En IJmuiden ez eus ul labouradeg dir bras anvet Corus Strip Products IJmuiden, ha bet anvet Koninklijke Hoogovens. En IJmuiden emañ ivez sez Koninklijke Nederlandse Redding Maatschappij.
Div draezhenn a zo : Kennemerstrand (tu su ar ganol) ha Bloemendaal aan Zee en norzh. Etrezeo ez eus un draezhenn ma c'hall an dud rouzañ en o noazh.
Transportoù
Un hent-houarn (riboul) etre ti-gar Driehuis ha hini Beverwijk.
Dismantroù un diazezlec'h bagoù roman a zo e Velsen. Soñjal a reer e oa anvet Flevum al lec'h-se, a gaver roud anezhañ gant an anv Phleum, en oberenn Ptolemaios (2.10).