Aalsmeer

Lec'hiadur Aalsmeer
Banniel Aalsmeer
Ardamez Aalsmeer

Aalsmeer (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Dont a ra hec'h anv eus ar gerioù nederlandek silienn (aal) ha lenn (meer).[1] E-kichen Aalsmeer a zo etre al lenn Westeinderplassen (lenn digor brasañ Randstad eo), ha kanol Ringvaart.[1] Emañ Aalsmeer 8 km ac'haleno da Amsterdam war-du mervent. 32,24 km² eo gorread Aalsmeer, ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 28 405 annezad enni. En Aalsmeer e kaver ur marc'had bleuñvioù diouzh ar c'hresk, hini brasañ ar bed eo. Eno e kaver ivez ul labourva arnodiñ war al liorzhouriezh, ha splusegoù. Tud zo a ra eus Aalsmeer kêrbenn ar bleuñvioù er bed. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober Aalsmeer : Aalsmeer, Kudelstaart hag Oosteinde.

Istor

Aalsmeer e 1866
Ti-kêr Aalsmeer
Westeinderplassen
Marc'had ar bleuñvioù

Roud a gaver eus anv Aalsmeer en un diell eus 1133 m'eo anvet "Alsmar" ha m'eo lavaret ez eo perc'hennet gant tud abati Rijnsburg. Diederik VII van Kleef a gadarnaas ar berc'hentiezh-se e 1199. Tro-dro da Aalsmeer e voe toullet an douar da gaout taouarc'h, ha neuze e voe krouet lennoù bras ha stankoù evel Oosteinderpoel, Schinkelpoel, Stommeer, Hornmeer, Legmeer ha Westeinderplassen. Neuze ne chome ket kalz douaroù ha tud ar vro a stagas gant ar peskerezh. Implijet e veze an douar da c'hounit bleuñvioù. Ken bihan e oa an douaroù ken voe adtapet lennoù : Stommeer e 1650 ha Hornmeer e 1674. E 1852 e voe lakaet Lenn Haarlem da bolder. Da-heul e voe savet Schinkelpoel, Oosteinderpoel ha Legmeer. Tra ma'z ae war disgresk ar peskerezh ez eas war gresk ar c'hounidigezh bleuñvioù hag ar c'hounidigezh sivi, dreist-holl etre 1850 ha 1885. Sed penaos e teuas ar sivi da vezañ banniel Aalsmeer: ruz (frouezh), glas (delioù), ha du (an douar). Ar c'hounidigezh bleuñvioù a grogas war-dro 1880, da gentañ gant roz bet lakaet da greskiñ e tiez-gwer. Lakaet e veze ar frouezh hag ar bleuñvioù e kobiri bras ha kasent e vezent da varc'had Amsterdam. Met ar gwerzh diouzh ar c'hresk a voe aozet e tavarnioù Aalsmeer hag e 1912 e voe aozet e koc'hu en Aalsmeer : Centrale Aalsmeerse Veiling ha Bloemenlust.

Eil Brezel-Bed

Dont a reas Aalsmeer da vezañ gwallvrudet e-pad an Eil Brezel-Bed peogwir e oa enni kalz tud a save a-du gant an naziegezh. Maer ar gumun a oa ezel eus Nationaal-Socialistische Beweging in Nederland. Friedrich Christiansen hag a oa e penn ar Wehrmacht en Izelvroioù, a zeue alies da Aalsmeer. Goude ar brezel e voe kaset ouzhpenn kan den eus Aalsmeer dirak al lez-varn abalamour ma oant savet a-du gant an nazied.

Goude an Eil Brezel-Bed

12 500 annezad a oa en Aalsmeer e 1950. Kendeuzet e voe an daou goc'hu e 1968 hag anvet Verenigde Bloemenveilingen Aalsmeer. Ur savadur a voe ouzhpennet e 1972 ha kresket e voe e 1999. 999000 m² eo gorread ar marc'had bleuñvioù, da lavaret eo ez eo unan eus savadurioù kenwerzh brasañ ar bed. Tost ouzh aerborzh Schiphol emañ, neuze eo aes kas ar bleuñvioù er bed a-bezh. Abaoe ar 1añ a viz Genver 2008 ez eo bet kendeuzet ar c'hoc'hu gant FloraHolland. Er savadur bet implijet da werzhañ bleuñvioù emañ bremañ studioioù skinwel Endemol hag ar savadur anvet Bloemenlust a zo deuet da vezañ ur greizenn ma vez aozet darvoudoù, kendalc'hioù ha kenstrivadegoù sport.

Kuzul-kêr

E kuzul-kêr Aalsmeer ez eus 19 dileuriad :

  • CDA - 6 dileuriad
  • de Progressieve Aalsmeerse Combinatie Tweeduizend Aalsmeer (PACT) - 5 dileuriad
  • Aalsmeerse Belangen (AB) - 4 dileuriad
  • VVD - 4 dileuriad

Sevenadur

A-viskoazh ez eus bget aozet davroudoù sevenadurel en Aalsmeer. Bloemencorso eo an hini brudetañ, aozet e veze bep bloaz da Sadorn diwezhañ miz Gwengolo, betek ma cheñchas an traoù e 2007. Brudet eo ivez Aalsmeer peogwir eo pinvidik a-fet sonerezh, ha meur a arzour eus Aalsmeer a zo bet brudet abaoe ar bloavezhioù 1970 evel :

  • Hobo String band
  • The Whatts
  • Livin' at A
  • Madeliefjes
  • Los Boundros
  • Café Blue
  • Ten Beers After
  • Katelijne van Otterloo Group
  • Social Animal

Tud vrudet bet ganet en Aalsmeer

Notennoù

  1. 1,0 ha1,1 "Aalsmeer". (2006). In Encyclopædia Britannica

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!