An Trede Republik C'hall eo reizhad politikel ar stad c'hall adalek 1870 betek 1940. E 1870 e c'hoarvezas fin an Eil Impalaeriezh c'hall, hag e 1940 e krogas aloubadeg an armeoù alaman, ma voe diskaret an Trede republik ha savet ar Stad C'hall gant Philippe Pétain.
Koulskoude, stricto sensu, ne voe savet da vat nemet e 1875. Etre 1870 ha 1875 eta e voe ur marevezh arvar.
Istor
Dilennidi kentañ bodadenn vroadel an Trede Republik a oa, evit an darn vrasañ, roueelourien pe, daoust dezhe da vezañ nebeutoc'h, Bonapartourien. Daoust da se e teuas ar renad republikan a-benn da vezañ degemeret ha da ren buhez ar vro e-pad 65 vloaz, da lâret eo pelloc'h evit an holl renadoù abaoe an Dispac'h gall ha kement-se daoust da enkadennoù politikel a-bouez evel Gwallskouer ar medalennoù, Gwallskouer Panama, Enkadenn Boulanger, an afer Dreyfus, diazezadur al likelezh gant lezenn disparti an ilizoù hag ar stad, krouidigezh ar skolioù publik, ha kement zo. Hiziv c'hoazh ez eo an hirañ eus holl ar republikoù gall hag ar renad hirañ anavet gant Bro-C'hall abaoe 1789.
Poltredoù Pevarzek prezidant an Trede Republik C'hall
An titl a oa « président de la République française ».An deiziadoù a zo penn-kentañ ha fin ar c'hannad.
Adolphe Thiers (1797-1877) Eus an 31 a viz Eost 1871 betek ar 24 a viz Mae 1873.
Patrice de Mac Mahon (1808-1893) Eus ar 24 a viz Mae 1873 betek an 30 a viz Genver 1879.
Jules Grévy (1807-1891) Eus an 30 a viz Genver 1879 betek an 2 a viz Kerzu 1887.
Sadi Carnot (1837-1894) Du Eus an 3 a viz KErzu 1887 betek ar 25 a viz Even 1894.
Jean Casimir-Perier (1847-1907) Eus an 2 a viz Kerzu 1887 betek ar 16 a viz Genver 1895.
Félix Faure (1841-1899) Eus ar 17 a viz Genver 1895 betek ar 16 a viz C'hwevrer 1899.
Émile Loubet (1838-1929) Eus an 18 a viz C'hwevrer 1899 betek an 18 a viz C'hwevrer 1906.
Armand Fallières (1841-1931) Eus an an 18 a viz C'hwevrer 1906 betek an 18 a viz C'hwevrer 1913.
Raymond Poincaré (1860-1934) Eus an 18 a viz C'hwevrer 1913 betek an 18 a viz C'hwevrer 1920.
Paul Deschanel (1855-1922) Eus an an 18 a viz C'hwevrer 1920 betek an 21 a viz Gwengolo 1920.
Alexandre Millerand (1859-1943) Eus an 23 a viz Gwengolo 1920 betek an 11 a viz Even 1924.
Gaston Doumergue (1863-1937) Eus an 13 a viz Even 1924 betek an 13 a viz even 1931.
Paul Doumer (1857-1932) Eus an 13 a viz even 1931 betek ar 7 a viz Mae 1932.
Albert Lebrun (1871-1950) Eus an 10 a viz Mae 1932 betek an 11 a viz Gouhere 1940.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!