Tournai (Doornik en izelvroeg) zo ur gêr eus Belgia war ar stêr Escaut, e proviñs Hainaut. D'ar 1añ a viz Genver 2004 e konted 67 619 a dud (32 835 a baotred ha 34 608 a verc'hed). Brasañ kumun Belgia eo pa'z eus dezhi ur gorread a 213,75 km². 85 km emañ er c'hornôg da gêr Vrusel, ha 25 km en hanternoz da Lille.
Douaroniezh
War lez ar stêr Escaut emañ Tournai
Anv
Stummoù skrivet
Hen impalaeriezh roman
Impalaeriezh roman diwezhañ
- Civitas Turnecensium (Not. Gall. VI)
- Tornaco (St Jerom. Epistolae 123,6)
Krennamzer
- Tornacus (Gregor Teurgn, HF, V, 22)
- Tornacus civitas (Vita Medardi, II, 1)
- Turnacum oppidum (Jonas a Vobbio, Vita s. Columbani, I, 18)
- Tornacum (moneiz Klovis II, 638-656)
- Thornoa (Fredegarius, III, 71)
- Turnacensis Urbs (Liber Historiae Francorum, 5)
- Turnacum Civitas (Liber Historiae Francorum, 32)
- Tornacensis Civitas (Vita Eligii, II 2)
Gerdarzh
Ardamezioù
En gul, e dour digoret en argant mogeriet en sabel, kranellet a deir pezh, e oged savet en argant, e ziv tarzhell en sabel; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.
Istor
Ar gêr se, unan eus ar re pouezusañ eus Gallia Belgica da vare Jul Kezar, e zeuas da vezañ pinvidik e-kerzh an IIIvet kantved. Freuzet eo bet e penn kentañ ar IVvet gant ar Vandaled hag an Alaned. Er bloaz 438, e zigouezhas gant ar Vranked Merovee. Kerbenn ar Veroveed e oa betek Klovis Iñ.
Gwastet eo bet gant an Normanded er bloaz 880.
Staget eo bet gant Charlez ar Moal ouzh kontelezh Flandrez.
Aloubet eo bet gant Loeiz XIV e 1667, gant ar Re Unanet e 1709, gant ar Vrañsizien e 1745, 1792, 1794.
Monumantoù ha traoù heverk
-
Gwelet eus an oabl
-
An iliz-veur
-
Ar befrez
-
Ar Pont de Trous
Tud
Rouanez frank Tournai
- Merovee, 448 pe 451-457
- Childerig, 457-481
- Klovis Iñ, 481-486
Liammoù diavez
Levrlennadur
- M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Librairie de L. Hachette et Cie. Paris 1863
- Raymond Brulet : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
Daveoù ha notennoù