Tangi zo un anv-badezbrezhonek a zo bet roet stank a-walc’h a-hed an amzer. Un anv brezel kozh eo, graet gant ar gerioù ki ha tan. Anavezet eo ivez evel anv-tiegezh, skrivet en doare gallekTanguy.
Adstummoù
E galleg e vez skrivet Tanguy peurvuiañ, met Tanneguy zo bet skrivet ivez.
Istor
Aotrouien Tremazan zo bet meur a Dangi en o zouez, ha marteze an hini a savas ar voudenn anvet Tour Tangi e Brest.
Tangi Malmanche (1875-1953), skrivagner brezhonek a oa lorc’h ennañ gant e anv[1]
Tanguy Peyretout, brezhoneger yaouank eus Gwezin (Bro-Roazhon) ha kelenner skol-noz, en em lazhet abalamour d'an enebiezh ouzh ar brezhoneg en e diegezh
Tanguy, ur film gall gant Etienne Chatiliez e 2001, ha Tanguy, la suite e 2019. Deuet eo Tanguy da vezañ e galleg lesanv ur paotr gour hag a chom da vevañ e ti e zud.
↑"Je ne dis pas que, parce que je m'appelle Tanguy, j'ai composé des drames bretons; je dis seulement que je n'aurais peut-être pas eu le courage de les écrire si je m'étais appelé Célestin".
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!