Tadoù diazezerien Stadoù Unanet Amerika (saozneg : Founding Fathers of the United States, krennet alies e Founding Fathers) a reer eus ar strollad tud a sinas Disklêriadur dieubidigezh ar Stadoù Unanet Amerika pe Bonreizh Stadoù Unanet Amerika, hag eus lod eus ar re o devoa stourmet e-pad Brezel Dieubidigezh Amerika evel Revolutionaries.
E-touez an dud-se, gwelet evel harozed er Stadoù Unanet, e oa darn a oa protestanted ha lod all a oa tud dizoue, supozerien pe katoliked. Ul lod anezho a oa izili eus ar frañmasonerezh.
An dud-mañ a sinas unan pe meur a hini eus ar pevar skrid diazez en istor SUA (Continental Association, Disklêriadur dieubidigezh, Pennadoù ar C'hengevread, ha Bonreizh Stadoù Unanet Amerika):
An hiniennoù da heul a zo bet kavet e mammennoù istorel lies ha sur bez int bet lakaet ivez da fathers pe founders evit Stadoù Unanet Amerika.