Szentgotthárd (distaget [ˈsɛntɡotːhaːrd] en hungareg ; St. Gotthard en alamaneg, Monošter e sloveneg) zo ur gêr e kornôg Hungaria, war lez ar stêr Rába, tost d'an harzoù gant Aostria ha Slovenia. E kontelezh Vas emañ.
E korn-bro Szentgotthárd e kaver slovenegerien, a ya d'ober betek 90% eus ar boblañs e kêriadenn Felsőszölnök.