Ar Scottish National Party (SNP ; gouezeleg Skos : Pàrtaidh Nàiseanta na h-Alba, "Strollad Broadel Bro-Skos") zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz Bro-Skos. An eil strollad pouezusañ er vro eo, pe a-wechoù an hini kreñvañ hervez ar mouezhiadegoù.
Krouet e voe an SNP e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party. E gador gentañ e palez Westminster a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas Robert McIntyre (1913-1998), rener ar strollad, mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas an SNP e sez tri miz diwezhatoc'h.
Ur gador nevez a c'hounezas e [[1967}} pa voe dilennet Winnie Ewing (1929-2023) da gannadez e pastell-vro Hamaltan (Kuzul Siorrachd Lannraig a Deas). Dre-se e kreskas levezon ar strollad : muioc'h a izili, hag ur pouez bras en aozadur ar Royal Commission on the Constitution (alias Kilbrandon Commission) e 1969. E zisoc'hoù gwellañ a c'hounezas e 1974 pa zastumas war-dro 30% eus ar mouezhioù : unnek kannad en doa bet neuze e palez Westminster.
Goude aozadur Parlamant Bro-Skos e 1999 e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e Bro-Skos. Emañ bremañ o ren ar vro abaoe 2007, pa oa aet ar maout gantañ er vpuezhiadeg evit Parlamant Bro-Skos. E 2011 e voe kreñvaet c'hoazh, pa dapas 69 c'hador diwar 129 e Parlamant Bro-Skos, ha tost d'ur "chelem meur" en deus graet ar strollad da-geñver votadegoù Parlamant ar Rouantelezh-Unanet e miz Mae 2015 gant 56 kador diwar 59.
D'ar 6 a viz Mae2021 e voe trec'h an SNP en dilennadeg e Parlamant Bro-Skos.
Hiziv (Ebrel 2024) ez eus 43 dilennad eus an SNP diwar 650 kador e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; 2 zilennad eus an Alba Party zo, ha 3 eus Plaid Cymru.[1]