E 1949 e oa bet ijinet ar skritur nkoek (n'ko "lâret a ran") a-ratozh-kaer gant Solomana Kante evit gallout ober gant ar yezhoù mandeek dre skrid.
Skrivet e vez a zehoù da gleiz evel al lizherenneg arabek ha merket e vez an tonennoù gant skrapoù ispisial.
A-drugarez d'ar skritur nkoek e teskas ar Vandeed lenn ha skrivañ dre Afrika ar C'hornôg a-bezh ha talvezout a reas da greñvaat ar spered mandinkelezh e Ginea dreist-holl.