Enezeg, Scottish council area, registration county, lieutenancy area of Scotland, Scottish islands area, historic county of the United Kingdom, Kontelezhioù Bro-Skos
Inizi Shetland (gouezelegSealtainn) zo un enezeg e Bro-Skos, ur 80 km er biz da inizi Orc'h ha 280 km er gevred da inizi Faero. 22 000 bennak a dud a oa o chom eno e 2005. Ur c'hant enezenn bennak a ya d'ober an enezeg met n'eus nemet 16 anezho a-gement a zo annezet. 1 468 km² eo hollad ar gorread. Lerwick eo ar gêr-benn. Shetland a zo unan eus 32 comhairle (council area) Bro-Skos.
Den ne oar a belec'h e teu an anv Shetland[1]. n'eus anv gouezelek ebet d'an enezeg.
E 43 e kaver meneg eus an enezeg anvet Haemodae, gant Pomponius Mela[2]
hag e 77, dindan bluenn Plinius an Henañ, e kaver ar stumm Acmodae[3]. Un anv all a gaver, gant Tacitus, en Agricola, e -98, pa veneg ar morlu roman en doa gwelet "Thule", pelloc'h eget enezeg Orc'h[4].
Er skridoù heniwerzhonek e reer Inse Catt eus an enezeg. An anv Catt a c'hallfe bezañ anv an annezidi, hag adkavout a reer anezhañ war douar-bras Bro-Skos, en anvioù Caithness ha Cataibh.