Savielly Tartakower

Savielly Tartakower
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Polonia Kemmañ
Bro sportPolonia, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denXavier Tartakover Kemmañ
Anv-bihanXavier, Савелий, Savielly Kemmañ
Anv-familhTartakower Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 C'hwe 1887 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRostov-an-Don Kemmañ
Deiziad ar marv5 C'hwe 1956 Kemmañ
Lec'h ar marv10th arrondissement of Paris Kemmañ
Lec'h douaridigezhCimetière de Pantin Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg, galleg, alamaneg, yideg, poloneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridrusianeg, galleg, alamaneg Kemmañ
Micherc'hoarier echedoù, skridarnodour, kazetenner, barzh Kemmañ
Title of chess personGrandmaster Kemmañ
Bet war ar studi eCollège Calvin, University of Vienna Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Juridical Science Kemmañ
Sportechedoù Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Oberenn heverkA Breviary of Chess Kemmañ
Luskadhypermodernism Kemmañ
Ezel eusFrance libre Kemmañ
Skrivet en deus evitWiener Schachzeitung Kemmañ

Savielly (Xavier) Grigoryevitch Tartakower a zo bet ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1887 e Rostov-war-Don en un tiegezh aostrian-poloniat ha marvet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1956 e Pariz (Bro-C'hall).

E dud, yuzev, a voe drouklazhet dirazañ e-doug ur pogrom pa oa 12 vloaz.

Kemer a reas perzh er Brezel bed kentañ en armeoù aostro-hungariat. Dont a reas goude da Vro-C'hall. Dibab a reas neuze bout keodedour poloniat, daoust dezhañ bout divarrek war ar poloneg. E-pad an Eil Brezel Bed e kemeras perzh er Rezistañs dindan an anv-brezel Cartier. Goude an Eil Brezel Bed, ne faotas ket dezhañ distreiñ da Bolonia, deut da vout komunour. Broadet e voe Gall.

Meurc'hoarier echedoù gall-poloniat. Kelenn a reas da Miguel Najdorf. Kemer a reas perzh en ur bern tournamantoù etrebroadel gant disoc'hoù a-zoare, da skouer e Vienna (1923), e Londrez (1927) hag e Hastings (1946).

Skrivet e voe gantañ ur yoc'h pennadoù er c'hazetennoù arbennik ha kalz a levrioù ivez.

Un digoradur

Ijinet oa bet gantañ an digoradur-mañ, diwar an Digoradur Hollandat:

1.d4 f5

2.e4 fe

3.Mc3 Mf6

4.g4

Oberennoù skrivet

  • Savielly Tartakower, La partie d'échecs hypomoderne;
  • Savielly Tartakower, The Tree of Chess Knowledge;
  • Xavier Tartacover, Tartakover vous parle, Petite Bibliothèque Payot, Embannadurioù Payot, Pariz.
  • Savielly Tartakower ha Julius du Mont, 500 Master Games of Chess, Dover Publications, June 1, 1975, ISBN 0-486-23208-5. (bet embannet a-raok e div levrenn gant G. Bell & Sons, 1952.)
  • Xavier Tartacover, Bréviaire des échecs, Livre de Poche, ISBN 2-253-04620-5, unan eus ar gwellañ levrioù kinnig e galleg.
  • Savielly Tartakower, My Best Games of Chess 1905-1954, Dover Publications, 1985, ISBN 0-486-24807-0. Klok-kenañ eo al levr-mañ.
  • Xavier Tartakover, a gevred-gant Maurice Beaucaire, Pierre Vincent, ha Fred Lazard, Pour apprendre à jouer aux échecs, Embannadurioù Bornemann, Pariz, 1976.

Liammoù diavaez

Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!