Land Saks-Anhalt (Sachsen-Anhalt en alamaneg) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn. Savet eo bet e 1990. Magdeburg eo ar gêrbenn. Savet e oa bet dija e 1947 pa voe kendeuzet land Anhalt ha proviñs Saks Prusia. Miret e voe pa voe savet Republik Demokratel Alamagn e 1949, divodet e voe e 1952 ha rannet e daou zistrig : distrig Halle ha hini Magdeburg.
Douaroniezh hag armerzh
Ur blaenenn implijet evit al labour-douar eo Saks-Anhalt dreist-holl. Er mervent e kaver menezioù Harz. An Elbe eo ar stêr bennañ a dreuz Saks-Anhalt eus ar gevred d'ar gwalarn. Ar Saale eo an eil stêr vrasañ, un adstêr eus an Elbe eo.
A-bouez eo ivez ar produiñ boued, ha meuzioù evel "Baumkuchen" Salzwedel (Altmark) pe "Hallorenkugeln" Halle a zo brudet.
A-fet greanterezh ez eo a-bouez an embregerezhioù kimiezh. Un dachenn c'hreanterezh ha kimiezh a zo e-kichen Wolfen ha Bitterfeld.
Melestradur an tiriad
Tri distrig (Dessau, Halle ha Magdeburg) a voe divodet d'ar 1añ a viz Genver 2004.
D'ar 1añ a viz Gouere1994 e voe krennet an niver a arondisamantoù eus 37 da 21, ha d'ar 1añ a viz Gouere2007 e voe krennet c'hoazh o niver, eus 21 da 11. Hiziv an deiz ez eus 11 arondisamant ha 3 c'hêr-arondisamant e Saks-Anhalt.
Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)
Brudet eo Saks-Anhalt peogwir e kaver ennañ kalz mirdioù, monumantoù dedennus a-fet arkitektouriezh ha liorzhoù kempennet brav. Iliz roman bihan ha ilizoù-meur gotek a gaver ivez evel e Magdeburg, Naumburg ha Halberstadt. A-fet arzoù modern e kaver ivez savadur ar Bauhaus e Dessau-Roßlau. E-kichen Dessau e kaver ivez park brasañ Alamagn : Dessau Wörtlitzer Gartenreich e anv, dezhañ stumm ul liorzh mod saoz.