Saarland ([ˈzaːɐ̯lant]; Sarre e galleg) zo unan eus stadoù Alamagn e kornôg ar vro.
Gant 2 569,69 km² ha 986 887a dud e 2019 ez eo ar stad vihanañ en Alamagn ma ne gonter ket ar c'hêrioù-stad Berlin, Bremen ha Hamburg.
Saarbrücken eo ar gêr-benn, Neunkirchen ha Saarlouis eo ar c'hêrioù bras all. Tost dezhi emañ an departamant gall Moselle er c'hornôg hag er c'hreisteiz dezhi, ha stad Rheinland-Pfalz en hanternoz hag er reter. Er gwalarn ez eus ur pennad harzoù a 8 km gant Luksembourg ha kanton Remich.
Saarland zo bet savet e 1920 goude ar Brezel-bed kentañ.
An anv
Dont a ra an anv eus ar stêr Saar, adstêr d'ar Roen.
Pennad kar
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
|