Robert Le Grand (ganet e 1919 e Ploue - marvet d'an 13 a viz Kerzu 2008 e Gwenvenez-Penfaou) a zo un emsaver hag a rae kalz a draoù evit sevenadur Breizh er Baol.
E 1946 e krouas ar c'helc'h keltiek "Ar Vro Wenn", hag ar gouel brudet "Pardon ar Baol" e 1947.
Eus 1955 da 1973 e oa bet sekretour melestradurel Kendalc'h.
Krouet en doa ar gazetenn "Breiz" e 1956 ha Coop Breizh e 1957.
Renet en doa Coop Breizh eus 1962 da 1982.
Kemeret en doa perzh e digoridigezh "Ti Kendalc'h" e Sant-Visant-an-Oud hag abaoe 1981 eo melestrour eus Kendalc'h.
Kolier an Erminig zo bet roet dezhañ e 1991.