Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Gwelet eo René Descartes (stumm latin Renatus Cartesius) evel an hini en doa diazezet ar brederouriezh vodern. Ganet d'an 31 a viz Meurzh1596, e Lahaye e bro dTouren, hag aet da Anaon e Stockholm d'an 11 a viz C'hwevrer1650. Ar prederour, matematikour ha skiantour a vez lesanvet tad ar brederouriezh vodern. Un darn eus ar skridoù prederouriezh a voe embannet a oa respontoù pe burutelladennoù e skridoù. Studiet e vez hiziv-an-deiz c'hoazh. Tremenet en doa Descartes un 20 bennak a vloavezhioù e Republik an Izelvroioù.
E oberenn Meditationes de prima philosophia embannet e 1641 a chom un oberenn penn d'ar studiadennoù prederouriezh, un diaz eo evit ar skolioù-meur prederouriezh dre ar bed. Displeg war an hentenn (1637) eo e oberenn vrudetañ. Enni hag e Pennaennoù ar prederouriezh (1644) e kaver e frazenn hollvrudet cogito, ergo sum.
Oberennoù
Compendium musicae (Diverrañ sonerezh), 1618
Traité du Monde (1633)
Discours de la Méthode[1], ha da heul la Dioptrique, les Météores, la Géométrie, e galleg (1637)