Rannet eo melestradur Bro-Japan e tri live diazez : hini ar vro, hini ar prefediezhioù, hag hini ar c'humunioù.
Dindan ar gouarnamant broadel ez eus 47 prefediezh, en o mesk c'hwec'h prefediezh zo rannet d'o zro en isprefediezhioù d'ober gwelloc'h war-dro toleadoù ledan pe enezennoù pell.
Ar 1718 kumun (792 kêr, 743 bourc'h, ha 183 c'hêriadenn)[1] ha 23 arondisamant ispisial e Tokyo a ya d’ober al live gouarnamant izelañ. An ugent kêr bobletañ en tu all da vetropolenn Tokyo zo anavet evel ar c'hêrioù diuzet hag a zo rannet en arondisamantoù.
Live ar prefediezhioù
Ar rannoù mestradurel uhelañ eo ar 47 rann brefediezhel : 43 frefediezh (県 ken), div brefediezh kêrel (府 fu, Osaka ha Kyōto), un "droiad" (道 dō, Hokkaidō), hag ur "vetropolenn" (都 to : metropolenn Tokyo). Daoust ma'z eo disheñvel o anv ez int heñvel a-fet melestradurezh.
Ken
Ar "Brefediezh" (県 ken) eo ar seurt rannoù melestradurel niverusañ e live ar prefediezhioù. 43 ken zo. Ar c'hanji (arouezlun) implijet a dalvez "kontelezh" tamm-pe-damm.
To
Metropolenn Tokyo zo anvet "metropolenn" (都 to) abaoe divodadur kêr Tokyo e 1943. Tōkyō-fu (Prefediezh Tokyo) a zeuas da vezañ Tōkyō-to hag arondisamantoù kêr Dokyo zo deuet da vezañ arondisamantoù ispisial. ar c'hanji (arouezlun) implijet a dalvez "kêr-benn".
Fu
Prefediezh Osaka ha Prefediezh Kyoto zo anvet "prefediezhioù kêrel" (府 fu). An arouezlun sinat implijet a c’houlakae un takad kêrel a-bouez eus ar vro e kreiz istor Sina, hag un isrann eus ur broviñs e diwezh istor Sina.
Dō
Hokkaido zo anvet "troiad" (道 dō). Implijet e veze ar ger-mañ er penn kentañ d'ober anv eus rannvroioù eus Bro-Japan enne meur a broviñs.
Live an isprefediezhioù
N’eus nemet daou sort rann velestradurel el live-mañ : an isprefediezhioù hag an distrigoù.
Isprefediezh
An isprefediezhioù (支庁 shichō)
Distrig
An Distrigoù (郡 gun) zo rannoù melestradurel en implij etre 1878 ha 1921 hag a oa kevatal tamm-pe-damm ouzh kontelezhioù Sina pe re ar Stadoù-Unanet. Er bloavezhioù 1920 e oa , municipal functions were transferred from eus kuzulioù an distrigoù da guzulioù ar bourc'hioù hag ar c'hêriadennoù eus an distrig. Chomet eo anvioù an distrigoù e-barzh chomlec'h ar bourc'hioù hag ar c'hêriadennoù evit ar post, hag implijet e vez an distrigoù a-wezhioù evel bevennoù evit an distrigoù evit an dilennadegoù, met mod all n'o deus roll ofisiel ebet.
Live ar c'humunioù
Ar c’humunioù' zo rannet e tri rummad bras : kêrioù, bourc'hioù, ha kêriadennoù. Koulskoude arondisamantoù ispisial Tokyo a vez sellet oute evel kumunioù ivez.
Kêrioù
Pevar seurt kêrioù zo e Japan, adalek an hini uhelañ : ar c’hêrioù diuzet, ar c’hêrioù pennañ, ar c’hêrioù ispisial, hag ar c’hêrioù.
Kêrioù diuzet
Ur gêr diuzet dre un ordrenañs eus ar gouarnamant (政令指定都市 seirei shitei toshi), anavezet ivez evel ur gêr diuzet (指定都市 shitei toshi) pe "government ordinance city" (政令市 seirei shi), zo ur gêr eus Bro-Japan en deus ur boblañs brasoc’h evit 500 000 annezad hag a zo bet diuzet evel-henn dre urzh kabined Japan hervez mellad 252, ha kevrenn 19 al lezenn war an emrenerezh lec’hel. Rannet eo ar c'hêrioù diuzet en arondisamantoù.
Kêrioù pennañ
Ur gêr bennañ (中核市 Chūkakushi) zo ur gêr eus Bro-Japan zo brasoc'h he foblañs evit 300 000 annezad ha brasoc'h he zolead evit 100 kilometr karrez, daoust ma c'haller ober nemedennoù dre urzh ar c'habined evit kêrioù enne nebeutoc'h evit 300 000 annezad met muioc'h evit 200 000 memestra[2]. Krouet e oa ar c’hêrioù pennañ gant kentañ diferadenn mellad 252, kevrenn 22 al Lezenn war an emrenerezh lec’hel.
Kêr ispsial
Ur gêr ispisial (特例市 Tokureishi) zo ur gêr eus Bro-Japan dezhi 200 000 annezad d’an nebeutañ. Diazezet e oa ar rummad-se gant al Lezenn war an emrenerezh lec’hel, mellad 252 diferadenn 26.
kêr
Ur gêr (市 shi) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan, enne 50 000 annezad d'an nebeutañ, en o zouez 60% eus an tiegezhioù d'an nebeutañ a rank bezañ diazezet en un tolead kêrel kreiz, ha 60% eus an tiegezhioù d'an nebeutañ a rank bezañ implijet er c'henwerzh, er greanterezh pe e micherioù kêrel all all. Emañ ar c'hêrioù e renk ar bourc'hioù (町 machi) hag ar c'hêriadennoù (村 mura). Ar c'hemm nemetañ etrezo eo n’int ket un elfenn eus an distrigoù (郡 gun). Evel pastelloù-bro melestradurel arall ez int termenet gant lezenn emrenerezh lec'hel 1947.
Bourc'h
Ur vourc'h (町 chō pe machi) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan.
Kêriadenn
Ur gêriadenn (村 mura a-wezhioù son) zo ur rann velestradurel lec'hel e Japan. Brasoc'h eo ar c'hêriadennoù evit an tolpadoù tiez, rak un isrann eus an distrigoù diwar ar maez int (郡 gun). Rannet e vez ar re-se etre Bourc'hioù ha kêriadennoù.
Arondisamant ispisial
An arondisamantoù ispisial (特別区 tokubetsu-ku) zo 23 c’humun a ya d’ober asambles kalon ha lodenn bobletañ Metropolenn Tokyo. A-gevred, e c’holoont ar vro a oa gwezhall dindan veli kêr Tokyo a-raok ma oa divodet e 1943 da zont da vezañ ul lodenn eus Metropolenn nevez savet Tokyo. Savet e oa framm an arondisamantoù ispisial hervez al Lezenn emrenerezh lec’hel ha ne vez kavet nemet e Metropolenn Tokyo.