Prefediezh Fukushima (福島県 Fukushima-ken e japaneg, /ɸɯ̥kɯɕimaꜜkeɴ/) zo ur brefediezh eus Bro-Japan e Rannvro Tōhoku en Enez-Honshu[1], en deus ur vent 13783 km². Niver annezidi Prefediezh Fukushima a sav da 1 825 325 (1 Meurzh 2021)[2]. Emañ Prefediezh Fukushima e-kichen Prefediezh Miyagi ha Prefediezh Yamagata en norzh, Prefediezh Niigata er c'hornôg, Prefediezh Gunma er mervent, ha Prefediezh Tochigi ha Prefediezh Ibaraki er su.
Fukushima eo ar gêr-benn ha Iwaki eo kêr vrasañ Prefediezh Fukushima, gant kêrioù bras all, en o zouez Kōriyama, Aizuwakamatsu, ha Sukagawa[3]. Emañ Prefediezh Fukushima war aodoù reter Bro-Japan dirak ar Meurvor Habask, e rann suañ rannvro Tōhoku. Kavout a reer er brefediezh al Lenn Inawashiro, ar pevare lenn dre he ment e Japan. An trede prefediezh eo Prefediezh Fukushima dre he ment e Bro-Japan (War-lerc'h hini Hokkaido ha Prefediezh Iwate) ha rannet eo gant aradennadoù menezioù e teir rannvro anvet Aizu, Nakadōri, ha Hamadōri.
Notennoù
- ↑ Nussbaum, Louis-Frédéric. (2005). "Fukushima-ken" in Japan Encyclopedia, p. 218 ; "Tōhoku", in Japan Encyclopedia, p. 970
- ↑ 福島県の推計人口 月報 < 福島県ホームページ.
- ↑ Nussbaum, "Fukushima", p. 218