Ul lizherenn c’hresianek kozh ha na vez ket implijet ken eo qoppa (Ϙ, ϙ) hag a dalvez 90 hervez ar sistem niverenniñ gresianek. Pa vez implijet c’hoazh al lizherenn-mañ evel niverenn e vez implijet ur stumm ispisial: Ϟ ϟ.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisekqof (LFE [q]) .
War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherennoù latin Q ([kw]) ha kirillek a-gozh Ҁ, ҁ diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.