C’hwezekvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo pi πί (Π, π pe ϖ) hag a dalvez 80 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.
Distaget e vez LFE [p] ken e gresianeg klasel hag e gresianeg a-vremañ. Implijet e vez ivez e gresianeg a-vremañ gant μ evit ar son μπ b dre ma vez distaget bremañ β [v].
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisekpe.
War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek П ([p]) diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.