Ar Prytanée National Militaire, eus e anv kentañ Collège Royal Henry-Le-Grand pe Collège Henri-IV de La Flèche, zo unan eus ar 6 lise eus an Difenn Gall. Ar skol milourel-se a zo diazezet e La Flèche, departamant ar Sarthe.
Istor
Da gentañ e oa ur skol savet e 1604 gant ar roue Herri IV ha renet gant ar Jezuisted. Ar pal diazez a oa « desevel ar yaounkiz ha lakaat anezhi da garout ar skiantoù, an enor hag ar vertuz, evit servij ar mad foran »[1]. Ar skol a zo ehanet pa voe skarzhet ar jezuisted eus ar rouantelezh e 1763. Ar savadurioù a vo adimplijet evit ar Prytanée (hervez c'hoant Napoleon Iañ e 1800 met adstaliet e La Flèche e 1808), goude-se e voe ar Prytanée national militaire.
Notennoù ha daveennoù
↑"instruire la jeunesse et la rendre amoureuse des sciences, de l’honneur et de la vertu, pour être capable de servir au public"
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!