Ur programm, ur goulev[1], zo un heuliad urzhioù a lak un urzhiataer da ober ul lodenn labour. Evit sevel mammenn ur programm, da lavarout eo an destenn skrivet ha lennet gant ar brogrammerien, e troer un algoritm en ul lavar programmiñ. Da c’houde ez eus daou zoare da lañsañ ar programm : treiñ ar vammenn gant ur c’hompiler d’ur restr e kod binarel a c’hell ar mekanik peurgas, pe lakaat ur jubenner da beurgas ar programm.
Skrivet eo al lodenn vrasañ eus ar programmoù da vezañ peurgaset gant ur reizhiad korvoiñ, ha n’eo ket gant ur mekanik war eeun.