Port-en-Bessin-Huppain a zo ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.
Istor
- Eil brezel-bed, miz Even 1944: Port-en-Bessin a zo ul lodenn eus tachenn dilestrañ Gold Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi; dieubet e voe ar gumun d’an 8 gant ar 47th Royal Marine Commando; he forzh a voe implijet adalek ar 14 da zegas 1 000 tonenn dafar bemdez; adalek ar 27 e tegouez eno an trelosk degaset gant an eoulsan PLUTO[1]; mervel a reas c'hwezek den nann-soudard abalamour d'ar brezel e Port-en-Bessin, pemp anezhe a voe lazhet gant ur vombezadeg d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad Dilestradeg Normandi ha nav all a voe lazhet pa darzhas ur vinenn e miz Mae 1945[2].
- 1972: kenstaget e voe kumunioù Port-en-Bessin ha Huppain.
Monumantoù ha traoù heverk
- An tour Vauban (luc'hskeudenn),
- Iliz katolik Saint-André e Port-en-Bessin, 1880-1898[3],
- Iliz katolik Saint-Pierre e Huppain, XIIvet- XIIIvet kantved[4],
- Dismantroù iliz katolik Saint-Nicolas e Villiers-sur-Port, XIIvet- XIIIvet kantved,
- Dismantroù iliz katolik Notre-Dame-des-Saintes-Reliques e Neuville, XIIIvet kantved,
- Kastell Villiers-sur-Port, XIIIvet kantved,
- Mirdi eus an Dilestradeg (6 a viz Even 1944).
Armerzh
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs 1793-2008
Melestradurezh
Tud
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
- ↑ Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajenn 56, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France