Marie Louise d'Orléans (hervez hec'h anv gallek), pe María Luisa de Orleans (hervez hec'h anv spagnolek) , ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1662 e Pariz, ha marvet d'an 12 a viz C'hwevrer 1689 e Madrid, a oa ur briñsez c'hall a zimezas da Carlos II, roue Spagn.
Spontet e voe pa glevas e ranke dimeziñ da zanvez roue Spagn abalamour ma veze brudet lez Spagn da gaout reolennoù kalet da vevañ, ha pediñ hag azpediñ a reas hec'h eontr Loeiz XIV da chom hep he c'has di, en aner evel-just.
Brudet e oa he c'hoantiz, met goude hec'h eured e krogas da devaat ken ha ken gant ar boan-spered. N'eo ket gant he fried, un inosant anezhañ, e vije bet frealzet. N'he doe bugel ebet.