Henriette Bro-Saoz (1644 -1670), pe Henrietta of England , pe Henriette d'Angleterre e galleg, pe Henrietta Anne Stuart of England, pe Henriette-Anne Stuart, a oa ur briñsez saoz hag a zimezas da Philippe de France, dug Orleañs, breur d’ar roue gallLoeiz XIV.
Pa oa ganet e oa brezel diabarzh etre kostezenn he zad roue ha tud ar parlamant da gentañ, harperien Oliver Cromwell goude. He mamm he doa dilezet anezhi goude he genel da dec'hel da Vro-C'hall gant he serc'heg. Chomet e oa dindan evezh he gouarnerez, Lady Dalkeith, kontez Morton.
He zad a c'houlennas ma vije graet ur vadeziant anklikan dezhi. Goude kollet emgann Naseby, e kasas Charles Iañ e vab Charles, titlet priñs Kembre, da-gaout e vamm da Vro-C'hall. Lady Morton a voe kaset dre heg gant Henriette da-gichen Londrez, met nac'h a reas reién ar bugel d'ar Parlamant gant aon na vije lazhet.
Tec'hel a reas an itron gant ar verc'hig un devezh hañv e 1646 da lez ar roue gall Loeiz XIV, gwisket en koueriadez hag ar verc'hig gwisket en paotrig. Degemeret fall e voe gant mamm ar briñsezig, ha kaset da gaolmoc'ha.