Trede merc'h Francesco Iañ an Div Sikilia ha María Isabel Spagn e oa. Roue an Div Sikilia e oa he zad, hag infantez Spagn e oa he mamm. He c'hoar henañ, Luisa Carlotta an Div Sikilia (1804-1844), a oa dimezet da Francisco de Paula Spagn (1794-1865), breur yaouañ Fernando VII (1784-1833), Roue Spagn. Pa varvas trede pried he breur-kaer Fernando, teir gwech intañv ha bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat roue Spagn da addimeziñ d'he c'hoar yaouank, Maria Cristina. Evel-se eo e teuas ar c'hoar yaouank da vout pevare pried an intañv kozh, ha war un dro rouanez Spagn ha c'hoar-gaer d'he c'hoar.
Euredet e voent e 1829. An ozhac'h, a oa eontr dezhi, en devoa 22 vloaz warni.
Dipitet bras neuze e voe Carlos, Kont Molina, breur etrehenañ ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn.
Mervel a reas he fried Fernando VII d'an 29 a viz Gwengolo 1833. Anvet e oa bet an intañvez yaouank, Maria Cristina, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836.
D'an 28 a viz Kerzu 1833, tri miz goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred gant an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.
He merc'h pennhêrez ne oa nemet tri bloaz da varv he zad ha Maria Cristina a voe rejantez ar rouantelezh e-pad seizh vloaz, adal 1833 betek 1840.