Mari Madalen, pe Mari Magdala (Μαρία η Μαγδαληνή e gregach), zo ur vaouez hag a oa aet da-heul Jezuz, betek en deizioù diwezhañ, diouzh a lenner en Aviel : hervezo eo hi a voe an test kentañ eus dasorc'hidigezh Jezuz, hag ac'h eas da gemenn ar c'heloù d'an ebestel. Lakaet eo bet da santez. Diwar hec'h anv eo bet savet an anv-badez brezhonekMadalen.
Gerdarzh
Meur a Vari a oa en Aviel, ha homañ a veze graet Mari Magdala anezhi abalamour ma oa eus Magdala.
Ganet e vefe er bloavezh 3, merc'h e vefe bet d'an arc'hbeleg Syrus ar Yairit, beleg David. Lidoù ar relijion yuzev a rae he zad e sinagogenn Capharnaum, e Galilea. He mamm, Eucharia, a vefe bet eus lignez Israel hep bout eus skourr David.
Genidik e oa eus Magdala, war lez kornaouek Mor Galilea. Hervez Aviel Lukaz (VIII, 2) e voe disammet eus seizh diaoul gant Jezuz. Goude e voe e-touez e ziskibion hag e heuliañ a reas betek e varv war ar groaz (Aviel Mark, XV, 40-41).
Istor an Iliz
Adalek ar pab Gregor Iañ, er VIvet kantved, e kavas da Iliz Roma e oa an anvioù Mari Magdala ha Mari Betania hini ar memes maouez evel ar bec'herez a skuilhas frond war Jezuz. Hiriv avat eo ral an arbennigourien a sav a-du gant ar mennad-se. En iliz katolik hiriv e lider santez Mari Magdala d'an 22 a viz Gouhere, ha Mari Betania war un dro gant he c'hoar Marta d'an 29 a viz Gouhere. A-hend-all e vez graet ar c'hemm etre an div Vari-se koulz en iliz reizhkredennek evel en ilizoù protestant.
El liverezh
Livet eo bet Mari Madalen e meur a abadenn eus he buhez: pa deu Jezuz d'he zi, pa’n em dro ouzh Doue, en dezerzh, dirak Jezuz war ar groaz, pa fell dezhi stekiñ ouzh Jezuz savet a varv da vev, pa sav d'an neñv.
Joseph Escudier, L'évangélisation primitive de la Provence - St-Lazare, Maximin, Marthe, Marie-Madeleine, les saintes Maries Jacobé et Salomé en ce pays, Maison sainte Jeanne-d'Arc, Toulon, 1929
Elisabeth ha Jurgen Moltmann, Dieu homme et femme. Embannadurioù Cerf, 1984
Jean Pirot, Trois amies de Jésus de Nazareth, Cerf, 1986
Régis Burnet, Marie-Madeleine (Patrom:Sp-) : De la pécheresse repentie à l'épouse de Jésus : histoire de la réception d'une figure biblique, Cerf, 2004
Michèle Koné: Myriam de Madgala, Sainte Marie Madeleine, Anne Sigier, (levr skeudennaouet)
Henri Lacordaireo.p., Sainte Marie-Madeleine, 1860; adembannet gant ur rakskrid diwar zorn Bernard Montagnes o.p., goudeskrid gant Jean-Pierre Olivier o.p., Cerf, 2005
Victor Saxer, La « Vie de Ste Marie-Madeleine » attribuée au pseudo-Raban Maur, œuvre claravallienne du Patrom:S-, Mélanges St-Bernard, Dijon, 1953
MPatrom:Gr Victor Saxer, Le culte de Marie-Madeleine en Occident, éd. Cahiers d'archéologie et d'histoire, Auxerre, Paris, 1959