Marcello Vincenzo Domenico Mastroianni, ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1924 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Kerzu 1996, a oa un aktour filmoù italian hag unan eus paotred brudetañ ar vro en XXvet kantved. C'hoariet en deus rolloù evit darn eus filmaozerien brudetañ Italia d'ar mare-se, o c'hoari e 147 film etre 1939 ha 1996.
Garedonoù
Enoret eo bet alies gant prizioù etrebroadel evel daou BAFTA Awards, daou Best Actor awards e festivalioù sinema Venezia ha Cannes, daou Golden Globes, ha lakaet e oa bet e anv war ar renk evit tri Academy Award.
En Italia en deus bet medalenn Cavaliere di Gran Croce OMRI.
Liammoù diavaez