He bugaleaj a dremenas e lez he zad, ar stadthouder. He mamm a glaske un dimeziñ roueel dezhi, ha kaoz a voe ur pennad eus ar roue saoz Charlez II Bro-Saoz.
Ret e voe dezhi dilezel he c'harantez ouzh Henri Charles de la Trémoille, Priñs Talmant, mab da Henry de La Trémoille, ha dimezet e voe da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg (1620-1688), dilenner Brandenburg, e Den Haag e miz Kerzu 1646, da zeiz he 19 vloaz.
A bouez e oa an emglev-se da zilenner Brandenburg abalamour ma oa an Izelvroioù o pinvidikaat hag en devoa ezhomm da gaou to skoazell evit kreskiñ levezon Brandenburg e Pomerania.
Dilennerez
Bevañ a reas an daou zen yaouank e Kleve e-pad o bloavezhioù kentañ a-gevret ; alese ez ejont da Vrandenburg e 1648.
A-hed he buhez pried e heulias he gwaz hag e veajas etre kêrioù Den Haag, Königsberg, Berlin ha Kleve, e-pad brezelioù hag enselladennoù, e Polonia ha Danmark. Kuzulierez he fried e oa.
Gant he c'henskriverezh da rouanez Polonia e teuas a-benn da lakaat ar vro-se da ober emglev gant Brandenburg ha da anavezout Prusia evel proviñs eus Brandenburg. Lavaret e veze ne oa ket bet biskoazh a zilennerez ken bras he levezon.
Lakaat a reas sevel ur c'hastell e Bötzow, e doare an Izelvroioù, e 1650-52 : Oranienburg e voe anvet. E 1653 e voe kemmet anv kêr en Oranienburg.