Louise Henriette de Bourbon (1726-1759), anavezet ivez evel Mademoiselle de Conti, a oa ur briñsez c'hall, bet dugez Chartrez (1743-1752) dre he dimeziñ, ha dugez Orleañs (1752-1759).
Merc'h e oa da Louis-Armand de Bourbon-Conti (1695-1727) ha da Louise-Élisabeth de Bourbon-Condé.
Dimezet e oa e 1743 da dug Chartrez, a voe dug Orléans goude, Louis-Philippe d'Orléans, lesanvet le Gros. Tad ar gwaz nevez, a oa deol ken e oa, en devoa mil boan o klask dimeziñ e vab, a zibabas ar plac'h-se ken ar fin, o krediñ e vefe ur vaouez a skouer vat dre ma oa bet savet en ur gouent. Ar c'hontrol eo a c'hoarvezas.
Strategi Solo vs Squad di Free Fire: Cara Menang Mudah!