Hauser & Wirth, Xavier Hufkens, Artists Rights Society, Peter Blum Gallery
Dileuriad ar gwirioù a aozer
reproduction right represented by CISAC-member, The Easton Foundation, Artists Rights Society
Statud e wirioù aozer
Oberennoù dezhe gwirioù aozer
Teuliad arzour e
Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library
He bugaleaj a gasas Louise Bourgeois e Choisy-le-Roi. Kempenn pallennoù-moger kozh a oa labour he zud, met hervezi ne voe ket levezonet gant o micher. Da zek vloaz koulskoude e krogas da sikour anezho. Pa oa bugel e verzas ivez e oa he noun karedig he zad hag e rae van he mamm nompas gouzout an dra-se, ha merket e voe gant an darvoud-se.
E 1932 e tapas kaout he bachelouriezh hag e studias ar matematik er Sorbonne. Goude-se e pellaas diouzh an danvez, dre ma kave dezhi e oa re zamkanel. Neuze e stagas gant studioù arzoù e skol arzoù-kaer Pariz, hag e meur a akademiezh. E-touez he c'helennerien e voe Fernand Léger.
E 1937 e kejas ouzh an istorour war an arzoù Robert Goldwater. Er bloaz goude e timezjont hag en em staljont e New York. Eno eo e kejas ouzh arzourien al luskad dreistrealour, rak lod brasañ anezho o doa ranket tec'hout kuit eus Frañs abalamour d'an Eil Brezel-bed. He diskouezadeg kentañ a voe aozet e 1945.
Hec'h oberennoù
Holl hec'h oberennoù kentañ (tresadennoù, livadurioù hag engravadurioù) a voe diazezet war dodennoù evel ar ganadur, ar c'henel hag ar vammelezh. Peurliesañ e save maouezed-ti : bruched savet gant brik, bruskoù stummo diri pe dorioù dezho.
Met diazezet eo ivez hec'h oberennoù war arouez ar fallus (an tad), anvet « plac'hig » ganti ha hini ar gevnidenn (ar vamm). Hervez Louise Bourgeois ez eo ar c'hevnid arouez ar mammoù : «rak mignonez wellañ ma mamm a oa ken sperederek, kempenn, poellek, talvoudus, habask ha ken rekis hag ur gevnidenn». Un arouez eus ar pallennoù-moger a veze kempennet gant he mamm e oa ivez (ar gwiad) hag eus kement tra a denne da se : nadozioù, neud.
Er bloavezhioù 1950 e savas delwennoù a denn da dotemoù levn ha kildroennek, diwar levezon al luskad dreistrealour. D'ar mare-se e oa Louise Bourgeois e-kreiz ur pennad hiraezh. Mankout a rae he familh ha he mignoned dezhi ha kregiñ a reas da sevel totemoù koad dezho stummoù tud : un doare da aroueziñ bezañs he mignoned e oa, hag un doare da bareañ war un dro.
E diavaez bed an arzoù e laboure Louise Bourgeois, ha ne voe ket aozet kalz diskouezadegoù eus hec'h oberennoù betek ma vije merzet he labour er bloavezhioù 1970. Neuze e kemmas he labour. Dodennoù he doa dambledet ganti betek-henn (ar grennardiezh, ar reizhelezh, ar familh, ar wregelezh hag an digenvez) a voe kavet stank en hec'h oberennoù. Hag he doare da labourat warno a cheñchas ivez : delwennoù-staliadurioù a savas diwar traoù liesseurt. Un diskouezadeg eus hec'h oberennoù a voe aozet er MoMA e 1982-1983.
En holl hec'h oberennoù e kaver roud eus he zraumaoù dezhi. Disheñvel eo memes tra he labour diouzh ar skeudennadur ger-ha-ger a gaver en oberennoù dreistrealour. Ur skouer arouezius eus ar roud-se eo he delwennoù kevnid.
Hec'h oberennoù
He Disappeared into Complete Silence (1947, adembannet e 2008)
E 1999 e resevas Louise Bourgeois Leon aour diskouezadeg daouvloaziek Venezia da enoriñ holl hec'h oberenn.
Levrioù
Louise Bourgeois, Marie-Claude Bernadac, Hans Ulrich Obrist : Destruction du père, reconstruction du père. Écrits et entretiens 1923-2000, embannadurioù Daniel Lelong.
Marie-Claude Bernadac : Louise Bourgeois, embannadurioù Flammarion.
Mâkhi Xenakis : Louise Bourgeois, l'aveugle guidant l'aveugle, embannadurioù Actes Sud - Galerie Lelong.
Louise Bourgeois : He Disappeared into Complete Silence, embannadurioù Dilecta, 2008.
Gwelout ivez
"Louise Bourgeois" ur film gant Camille Guichard, gant sikour Jerry Gorovoy ha Bernard Marcadé, 52mn, 1993, produet gant Terra Luna Films ha Kreizenn Georges Pompidou. Gwelout http://www.terra-luna.com/
Etre ar 5 a viz Meurzh hag an 2 a viz Even 2008 e voe aozet un diskouezadeg enni ouzhpenn 200 oberenn (tresadennoù, delwennoù, livadurioù, engravadurioù) gant Louise Bourgeois. Aozet e voe gant Kreizenn Georges Pompidou ha Hate Modern (Londrez). Gwelout : http://www.centrepompidou.fr/[3]
Marie-Jo Bonnet, "Les femmes artistes dans les avant-gardes", embannadurioù Odile Jacob