E 1812, a-c'houde kimiad he c'helenner, e tiskouezas al livourez he oberennoù er Salon de peinture et de sculpture e Paris.
Diouzh an taolennoù all a lakaas war ziskouez er bloavezhioù da heul e ouzer e veajas kalz dre Europa : Nàpule, Roma ha Sikilia etre 1824 ha 1826, ar Pireneoù e 1831 – er bloaz-se e c'hounezas ur vedalenn a eil renk er Saloñs. E 1834 e livas e Fontainebleau, hag ur vedalenn a gentañ renk a yeas ganti en hevelep bloaz.
E 1836 ha 1837 e veajas e Breizh (Naoned, Kastell-Paol hag all).
Pa ne veze ket o veajiñ e kelenne en he labourva e Paris.
E 1841 en em stalias en Italia, ma vevas betek 1865. Ur vedalenn all a c'hounezas er Saloñs e 1861, evit div daolenn a ziskoueze forum Roma, an eil diouzh ar beure hag eben da serr-noz.
Ul levr sinet ganti a voe embannet e 1859, en enor d'ur vignonez dezhi[1].
Tri bloaz goude he distro da Bariz e kinnigas hec'h oberennoù diwezhañ er Saloñs e 1868, e-maez ar genstrivadeg, ha tri bloaz goude c'hoazh ez eas d'an Anaon e Pariz.
Oberennoù
Firenze gwelet eus San Miniato 1842-1859 Kambr ar C'henwerzh, Tolosa
Nàpule gwelet eus ar Pusilleco 1842 Mirdi an Aogustined, Tolosa
Paris gwelet eus uhelennoù ar Père Lachaise 1842-1859 Mirdi an Aogustined, Tolosa
Roma gwelet eus Monte Mario 1842-1859 Mirdi an Aogustined, Tolosa
Saint-Savin Maendresadenn, 1831-1833 Levraoueg kêr, Tolosa
Notennoù
↑Jine Sarazin de Beaumont, Hommage à la mémoire de Mme Augustine Dufresne, née à Paris le 10 octobre 1789, ... veuve d'Antoine-Jean Gros, le peintre de Jaffa - Notice sur Mme Augustine Dufresne, Imp. J. Claye, 1859.